Prokop a gasas neuze unan eus e vignoned da ginnig d’ezi tier kaer, leveou bras, eur bern danve.
Agnes a lavaras nan. « Tec’h diouzin, kef-tan-ifern zo ac’hanout ! emezi. Karet on gant unan hag a zo e vraoigou mil gwech skedusoc’h evit da re. Gwalen e eured a zo war ma dorn, hag e ligne, e hano hag e renk a zo kalz kaeroc’h evit da re. Laket an eus e verk war ma zâl, ha birviken n’am bezo hini-all ebet. An Ele a zo en harz e dreid ; ar stered a vezeven o daoulagad o sellet outan ; ar c’houez vat a deu dioutan a ra d’ar re varo sevel eus o beziou ; ouz e garet, e choman dinam ; ouz e vriata, e choman glan ; ouz e gemer da bried, o choman gwerc’hez. »
Mab Symphronius, pa glevas respont ar verc’h yaouank, a chomas klanv war e wele. Dizrei a rejod d’he c’haout. « Nan, emezi, roët am eus ma ger. Ne dalv ket d’ac’h dont ken war ma zro. »
Tad an den yaouank a reas eun enklask evit gouzout da biou an evoa Agnes roët he ger. Setu e teuas d’anaout e oa kristenez hag e oa Jezuz-Krist ar pried a gomze dioutan.
Ar c’helou-ze a reas da galon ar prefed tridal. Lakat a reas digas dirakan ar plac’h yaouank, ha, dre gaer ha dre heg, e klaskas he flegan. Ne c’honezas netra.
O welet e kolle e boan, Symphronius a lavaras :
— Mat ! Ma ne fell ket d’it dimezi, e renki mont da dempl Vesta, hag eno e kinnigi sakrifisou d’hon doueou, noz-de, gant ar gwerc’hezed-all !
— Ma n’eo ket bet falvezet ganin mont gant ho mab, spered ha gened d’ezan evel ma ’n eus, penôs e c’hellet-hu kredi ec’h afen da zaoulinan dirak doueou maro ?
— Ma ne zentez ket, e vezi tôlet e-mesk plac’hed fall kêr, hag e kolli gante da enor !
— Anat eo, eme Agnes, ne anavezet ket ma Doue, rak ma anavefec’h anezan, ne gomzfec’h ket d’in evel ma ret. N’am eus aon ebet ouzoc’h ; ne ginnigin ket a ezans d’an doueou, na ne gollin ket ma enor. Ma c’horf, eun êl eus an nenv a vir d’ezan e c’hlanded.
Symphronius, kounnaret ouz he c’hlevet, a reas he c’has en ti fall m’an evoa lavaret. Raktal, eur sklerijen vras a baras endro d’ar werc’hez ; êl an Otrou a ziskennas en he c’hichen. Prokop a c’hoantaas, daoust da ze, tostât outi ; kouezan reas d’an douar maro-mik. Ar c’helou eus an darvoud-ze en em vrudas d’ar red. Darn a lavare :
— Ar verc’h-ze a zo eur zorserez.
— Nan, eme darn-all, dinam eo.
Symphronius, dal ma klevas ar c’helou, en em gavas