ziskuilhas neuze ar pez a oa c’hoarvezet gante en hent, ha penôs o devoa e anavezet pa dorre ar bara.
Kleophas, eun nebeut blaveziou goude, a oe lazet, war a leverer, gant ar Judevien, dre gasoni ouz Jezuz-Krist, ’barz an ti m’en devoa koaniet gantan.
Tôlet evez, pa ve Jezuz o vont e-biou d’ec’h, rak ma ne ret van ebet ouz hen gwelet o tremen, n’eo ket lavaret e tizrofe ken !
Time Jesum prœtereuntem et non redeuntem.
il, eur Gresian, a deuas er bed en Rosana, er C’halabr, er bla 910. Abred e teuas da vezan eun den desket war skianchou ar bed ha war skianchou Doue.
Da dregont vla, pa gollas e bried, en em dennas en eur manati, hag a-benn eun nebeut blaveziou goude, e vistri a roas d’ezan ôtre da vont da chom en e lochen e-unan, en kichen chapel Sant-Mikêl. Dont a reas hepdale da vezan brudet abalamour d’e zantelez, ha dont a read a ziwar-dro da c’houlenn aliou digantan. Eur wech, eun toullad ôtrone a deuas d’e gaout, evit gwelet ha bras oa e ouiziegez, kentoc’h eget evit deski gan-