Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/666

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
666
26 Gwengolo
sant nil

Nil a oe kinniget kador eskob Rosana d’ezan, mes ne oa ket jalet d’he c’hemer.

Pa deuas an Turked da zilojan anezan diwar e vene, ec’h eas da Zerperi, e-tal ar mor, elec’h ma chomas dek vla. Da fin an dekvet blavez, ec’h eas gant e ziskibien da Duskulum, peder pe bemp leo hepken diouz Rom, elec’h ma tiazezas manati brudet Grotta-Ferrata.

Mervel a reas er bla 1005, en e bempzekvet vla ha pevar-ugent.

Sant Nil hag e ziskibiem a rê ofisou an iliz en gregach, hag ar venec’h a vev breman c’hoaz en Grotta-Ferrata a dalc’h da heuilh ar c’hiz-ze.

————


BOKED


Seul-vui ma klask an ene e blijadur e-touez ar grouadurien, ha seul nebeutoc’h a blijadur en deve gant Doue. En peb amzer e tlefemp sonjal er maro, p’eo gwir ec’h omp o tostât outan dalc’h-mat.

Sant Bernard.




Seizvet devez warn-ugent a viz Gwengolo


Sant Kom ha Sant Damian
Medesined ha Merzerien (300)



Kom ha Damian a oa daou vreur-gevel ginidik eus an Arabi. Ober a rejont o studi er Syri, ha dont a rejont da vezan desket kaer war ar vedisinerez. Ken barrek oant war o micher, ma tapjont brud ha ma oent goulennet en pep tu. O vezan oant kristenien, n’eo ket hepken gant korfou o c’hlanvourien e kemerent preder, klask a rênt ive an tu da zilan en o eneou bue Jezuz-Krist.

Ken distag e oant diouz madou an douar ma ne gemerent gwenneg ebet evit o foan. O chom e oant en kêr Eje, er Silisi, karet ha doujet gant an holl.

P’en em lakas Dioklesian d’ober brezel d’ar gristenien, e oe ’n emgemeret oute e-touez ar re gentan. Lysias, gouarner ar Silisi, a reas o digas dirazan, hag o vezan ne felle ket d’eze kinnig ezans d’an doueou, e lavaras d’e dud : Liammet treid ha daouarn an daou-ze ha skoet warneze hep damant.