An daou verzer ne nac’hjont ket o Doue evit kelo ze ; ar gouarner a reas o stlepel er mor don, mes êle an nenv a dorras o chadennou, hag e c’halljont dont d’an douar hep droug ebet. Neuze Lysias a reas o zeurel en tan, hag o vezan ne rê droug ebet d’eze, kennebeut, e lakas o dibennan : en doare-ze e tastumjont kurunen o merzerenti.
O c’horfou a oe sebeliet en Syr. Brud eus o zantelez hag eus o galloud dirak Doue a yeas, n’eo ket hepken dre ar zav-heol, mes ive dre ar c’huz-heol. En Rom hepken e oe savet nao iliz en o enor. O hanoiou a ve lavaret bemde arôk ar gourreou en oferen.
Setu aze gwir vreudeur ; brezel ebet n’en deus gallet terri ar garante a oa etreze ; skuilhet o deus o gwad ha heuilhet o deus an Otrou ; disprijet o deus lez ar roue, hag en em gavet int en lez an nenv.
O ! na pegen mat ha pegen kaer eo gwelet breudeur o vevan unanet !
Disprijet o deus lez ar roue, hag en em gavet int en lez an nenv.
Brevier Rom.
enseslas, duk Bohem, mab da Wratislas, eur mit c’hristen mat, ha da Zrahomir, eur baganez touet, a oe savet gant Ludmilh, e vamm-goz, eur wreg eus ar zantelan.
E vamm, goude bezan bet ar grizder da vougan an dukez Ludmilh (927), a c’houarnas ar vro gant sikour he mab yaouankan Boleslas. Dispakan reas dioustu he c’hounnar ouz ar gristenien ; gourc’hemenn a reas diskar an ilizou, ha difenn a reas prezek ar fe ; kement lezen vat a oa bet, grêt, gant he zad-kaer Vorsiwog, kentan duk kristen a renas er Bohem, a oe tôlet d’an traou ; an dud en karg hag a heuilhe ar relijion gristen a oe diskaret, hag o flasou roët da baganed ; eleiz a gristenien a oe lazet dre gasoni ouz Jezuz-Krist.