Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/670

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
670
29 Gwengolo
sant mikêl arc’hêl

gwalc’hi ; pa weler pobl Doue ken skanv, ar Judevien ken dall, n’haller ket lavaret en dije dalc’h-mat kollet e boan.

Pa weler anezan o kregi er C’hrist, o klask e douelli, o stlepel e gorf er be, o kuzan e groaz epad tri-c’hant vla dindan ôter Venus ; pa weler anezan o prizonian an Ebestel, o lazan ar verzerien, o lakat da zailhat war an Iliz ar Varbared goude an impalaered, al lezennourien fall goude ar vourrevien, ar schismatiked goude an heretiked ; pa weler anezan en e gounnar ifern, o tiframman noz-de, diwar varlen hon Mamm zantel au Iliz, millierou eus he bugale, n’haller ket lavaret en dije kollet e amzer.

Daoust da ze, koulskoude, ar fe er bed a chom divrall, rak Mikêl, goude bezan difennet gwiriou Doue en nenv, a dalc’h d’o difenn war an douar, ha lavaret a c’hall, gant gwirione :

« Iliz Doue, me eo am eus salvet ac’hanout. Kaset am eus Adam, da vab henan, war hent an harlu, mes hen laket am eus ive war hent ar binijen hag ar zilvidigez, ha kement-se oa an Iliz o c’henel. Sturiet am eus arc’h Noë war an dour-beuz. En kreiz paganed an Ejipt, am eus laket da zevel Moyzez, a dlee lakat e bobl da zizrei varzu e Zoue ha warzu e vro. Bezan e oan en kreiz ar goumoulen-ze, gwech tenval, gwech skedus, a hentchas ar Judevien er gouelec’h. Me eo a zouge Tôlennou al Lezen war mene ar Sinaï. Me eo a zikoure Jedeon pa stourme ouz tud Madian ; me eo a dorre chadeunou ar Judevien sklavourien en Babylon ; me eo a roë kalon da vrezellourieu Judas Makabe. »

Ha sant Gregor a deu da lavaret d’imp, en hano an Iliz : « Ya ! hen oa, Hen eo a ve digaset d’ober kement tra zo red eun nerz vurzudus evit hen ober. Ma chom ar Varbared a-zav dirak dorojou Rom ; ma teu ar vosen, a zismantr anezi, da baouez en eun tôl ; ma teu ar Vuzulmaned da dec’hel arôk Léon IV, au Iliz ne ve ket nec’het evit gouzout da biou e tle anaoudegez vat evit ar madoberou-ze, ha lavaret a ra dioustu : da zant Mikêl eo. »

Pa weler an dud a Iliz oc’h enebi holl a-unan ouz al lezennou fallakr, hag ar bobl o sevel da zifenn e fe hag eneou e vugale, sant Mikêl eo a zo, dre zindan, o stourm evit an Otrou Doue.

Hen eo, en pep lec’h ha bemde, enebour ar pec’hejou a ve grêt en kuz, kenkouls hag ar re a ve grêt a-wel d’an holl, hag abalamour da ze, goude bezan o anzavet ouz Doue hag e Vamm ar Werc’hez, ec’h anzavomp aneze outan : Et beato Michaeli Archangelo.

Difennour gwiriou Doue en nenv ha war an douar, sant Mikêl eo ive patron ar Frans, ha diwar ar mene a zav e benn dreist d’ar mor hag a zoug e hano binniget, e iliz dispar hag e skeuden alaouret, e tôl evez war merc’h