Setu galloud ar chapeled ; bezan eo gwellan arm hon deus evit dont a benn eus enebourien an Iliz.
Ar c’hristen a denn dioutan ive, evitan e-unan, eur frouez eus ar gwellan.
Ar Rozêra, eme Leon XIII, a ra d’imp ober eun tremen war holl visteriou hon relijion ; da gentan, war re Jezuz-Krist en em c’hrêt den ; Mari, mamm ha gwerc’hez, o tigemer gant levenez salud an El ; goude, war visteriou Pasion Hon Zalver ; da glozan, war visteriou e c’hloar, ar maro trec’het, an nenv digoret, ar Spered-Santel o tiskenn, Mari savet dreist al loar hag ar stered ha kurunet en nenvou.
Lec’h ma vo dalc’het da lavaret ar Rozêra n’eus ket da gât aon e teufe an diouiziegez hag ar gaou da dismantr ar fe. Eur gelennadurez hag eur sklerijen eo evit ar spered.
An nerz ne dle ket mankout ive elec’h ma par ar sklerijen : skoueriou Jezuz-Krist hag e Vamm a deu da entânan Kalon ar c’hristen hag a doug anezan war hent ar zantelez.
N’hall ket an den, eme Leon XIII, pouezan ennan e-unan an testeniou dispar a garante an eus roët d’ezan Jezuz-Krist, hep ma teufe e volonte da ’n em drei war ar vad, hag hen da gerzet war roudou e Zalver betek lavaret gant sant Pôl : Piou hon distagfe diouz karante Jezuz-Krist ? N’e ket me a zo beo, Jezuz-Krist eo a zo beo ennon.
Oh ! bezomp aketus eta da lavaret bemde tam pe dam eus ar Rozêra, ar peden desket d’imp gant ar Werc’hez, ha galloudusan hini a zo da dennan warnomp he madelezou !