Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/677

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
1 Here
677
itron-varia ar rozera

oe ramplaset gant 15.000 kristen, sklavourien er broiou muzulman, hag a oe torret o chadennou.

Daou vla goude, evit trugarekat ar Werc’hez eus ar viktor vras-ze, Gregor XIII a reas ober bep bla, d’ar zul kentan a viz here, gouel ar Rozêra, en kement iliz a oa enni ôter Itron-Varia ar Rozêra. Diou viktor-all gonezet war an Turked er bla 1716, en Belgrad hag en Korfou, a reas da Glemant XI gourc’hemenn ober gouel ar Rozêra bep bla, dre ar bed holl, d’ar zul kentan a viz here.

Koulskoude, Leon XIII eo ar pab a reas ar muian evit devosion ar Rozêra. Lakat a reas sevel evit ar gouel eun ofis neve ha dispar ; stagan reas ouz Litaniou Loretta al lezhanv Regina sacratissimi rosarii : Rouanez ar Rozêra meurbed santel ; epad pempzek vla dioustu, e tigasas bep bla eul lizer-meur da c’hourc’hemenn lavaret bemde, epad miz here, pemp dizenez eus ar Rozêra, litaniou ar Werc’hez hag ar beden da zant Jozef, en holl ilizou ha chapeliou eus ar bed,

« P’eo gwir, emezan, eo bet teurvezet gant Mamm Doue, pa beded anezi dre ar Rozêra, rei d’ar gristenien a wechall an trec’h war an enebourien divade a glaske diframman digante o bro, kasomp betek enni an hevelep peden, hag e teuio da rei ive d’ar gristenien a-vreman an trec’h war an enebourien milliget a glask diframman digante o fe. »




Sant Suliau, pe Suliak
Abad (VIet kantved)



Suliau a oa mab d’eur roue eus Bro-Geumri, e hano Bromail. Kuitât a reas ar gêr, en despet d’e dad ha d’e vreudeur, evit mont d’ar gouent da heul eun abad santel hanvet Guimarc’h. Pa varvas Guimarc’h, e oe laket da abad en e blas ; mes red e oe d’ezan dilezel e abati hag e vro evit tec’hel arôk karante direiz ar brinsez Hajarme, e c’hoar-gaer, hag e teuas da chom d’an Arvorik. En eur c’hoad tost d’ar Rans, e savas e beniti ; ’n em lakat a reas da brezek d’ar baganed a oa er vro-ze.

Sant Samson, eskob Dol, a deuas d’e welet hag a dremenas eun nebeut deveziou gantan.

Suliau a varvas en e beniti an 8 a viz du. En iliz parouz Sant-Suliak, elec’h ma vevas, eo miret e ve. Bezan eo ive patron Tresignê, eskopti Sant-Brieg, ha patron Sizun, eskopti Kemper.