ezan zo krouadurien ha krouadurien ; eman ar grouadurien hag a zo korfou hepken ; eman ar grouadurien hag a zo korfou unanet gant sperejou ; hag eman ar grouadurien hag a zo sperejou hepken.
Ar re-man eo an Ele ; krouet e oent en penn kentan ar bed ; ar zantelez a rê o gwiskamant ; an uhelan e oant en skeul ar grouadurien hag an tostan da Zoue. Mes siouaz, darn aneze a oe re a stad enne gant o gened ; dizenti rejont ouz o C’hrouer ; koll a rejont o furnez ; kouezan rejont eus an nenv evel an tan. Dougen a reont o ifern gante dre lec’h mac’h eont ; droukoc’h int an eil eget egile ; gwasoc’h eo poan an eil eget poan egile, dre m’o deus faziet muioc’h pe nebeutoc’h ; mes pardon ebet ken n’o deus da c’hortoz, hini ebet aneze, dre m’int ’n em dôlet er pec’hed pa ne oa netra ouz o dougen d’an droug. O micher pemdeziek eo breman touelli an dud, a zo bet krouet gant Doue da azezan er c’hadoriou o deus lezet goullo er baradoz ; trei a reont endro d’eze ; mont a reont a-wechou en o c’horfou ; o zamall a reont dirak trôn an Holl-C’halloudek. « Da stourm hon deus, eme sant Pôl [1], n’eo ket hepken ouz enebourien grêt eveldomp gant kig ha gwad, mes ouz sperejou galloudus, ouz mistri an denvalijen, ouz êle an droug. »
A drugare Doue, ma zo êle fall, zo ive êle mat, a viras o zantelez, a wel Doue evel m’eman, a gan hep paouez e veuleudiou, a zo telennourien ar baradoz. War an douar-man, o c’harg eo hon diwall, hon ren, hon c’helenn hag hon frealzi. Doue hen deus gourc’hemennet d’eze hon miret hag hon dougen, kouls lavaret, etre o daouarn, gant aon na deufe hon zroad da stokan ouz mein an hent. Angelis suis mandavit de te, ut custodiant te in omnibus viis tuis [2]. Pep-hini ac’hanomp en deus e êl d’hen pellât diouz an droug, d’hen startât war ar vad, da sklerijennan e spered, da domman e galon, da ginnig da Zoue e vennoziou hag e bedennou, ha da veskan gante e re e-unan evit ma vefont selaouet kentoc’h ; eur breur-mirer eo ha ne welomp ket, a heuilh ac’hanomp war hent ar vue-man, hag a ginnigo hon ene da Zoue goude hon maro.