Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/68

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68
22 Genver
sant visant


Eil devez warn-ugent a viz Genver


SANT VISANT
Avieler ha merzer (***-304)



Visant, ganet en Hueska, er Spagn, a oe roët gant e dud da eskob Saragos da zevel.

Kenteliet evel ma oe, e teuas da vezan, en berr amzer, eun den eus ar re zesketan. Da daou vla warn-ugent, e oe grêt avieler, hag e eskob hen c’hargas da rei ar gelennadurez kristen d’ar bobl. Evel an Ebestel, Visant a lakas c’houezen e dâl ha gwad e galon da vagan ar fe an evoa hadet en eneou dre e brezegennou.

An amzer-ze a oa eun amzer drist evit ar gristenien. Impalaered Rom o devoa touet diskar, betek an divezan, kement penn kristen a oa war an douar. O c’houarn ar Spagn e oa, en o lec’h, eun den, e hano Dasian, pagan goue, gwriet e ene gant kement si fall a c’hall bezan en korf an den.

Kentan tra a reas evit dont a benn eus ar gristenien a oe diskar o fastor. Visant hag e eskob a oe eta chadennet ha kaset, war o zroad ha hep tamm, betek Valans.

En em gavet eno, e oent tôlet er prizon elec’h o devoa kalz da c’houzanv gant an naon hag ar yenien. Pa zonjas d’ar gouarner e tleent bezan dija hanter-varo gant an dienez, e lakas o digas dirakan. Chom a reas sebezet o welet o nerz hag o yec’hed.

— Ma fell d’ac’h, emezan, en em denn beo eus adre ma daouarn, grêt evel ar re-all, kinniget ezans d’hon doueou.

An avieler, en hano e eskob hag en e hini, a lavaras :

— Satan, an drouk-spered, eo a ra d’ac’h ober brezel d’imp evel ma ret. Hennez eo ho Toue ; mes evidomp-ni, n’hen adorfomp ket ; ni a chomo, betek ar maro, ar pez m’omp bet betek hen, servijerien ha testou ar gwir Doue, a vev epad an holl gantvejou hag a ro d’imp nerz da zisprijout ho promeseou hag ho kourdrouzou.

Dasian a yeas en kounnar o klevet komzou kalonek an den yaouank :

— Harluet [1] an eskob, emezan d’e dud, hag astennet egile war eur marc’h koat ha torret e izili outan !

Heuilhet e oe ar gourc’hemen ; hag ar merzer ne re van. Diwar ar marc’h koat, Dasian, fuloret, a reas e stlepel war heskennou dir lemm, ’ us d’eun tantad tân.

  1. Harlui, exiler ; harlu, exil.