Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/684

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
684
3 Here
sant melar

wellan ha tri vestr eus ar re fallan. Skrijus eo an torfejou a zigouez dre ar bed, ha divent eo niver an eneou a gouez en ifern abalamour d’eze.

Dre an danve, an enor hag ar blijadur eo e klaskas an drouk-spered koll hon tad hag hon mamm gentan, ha kollet e oent, rak elec’h trei kein d’eze, e chomjont da zellet oute hag en em lakjont da c’hoari gante.

Dreze, an drouk-spered a glaskas koll Jezuz-Krist, mes Hon Zalver a oa ken troet e galon gant ar baourente, ar binijen hag an dismegans, ma n’hallas ket Satan ober gaou outan.

Abalamour d’eze, Judas a werzas e Zoue, ha Kerialtan, evel m’omp o paouez gwelet, e vab-mager. Kement hini a stago e galon pe ouz an danve, pe ouz an enor, pe ouz ar blijadur, hennez a zo sur da ’n en em goll.




Sant Fransez Asiz


Pevare devez a viz Here


Sant Fransez Asiz
1182-1226



Ar zant-man a oa ganet en Asiz hag a oe hanvet Yan d’e vadeziant. P’en em lakas d’ober micher e dad, a oa marc’hadour, en dije digare d’en em gaout alïes gant ar Fransizien, hag e teuas da c’houzout ken mat o yez, ma oe hanvet Fransez.

Den ar bed oa eun tammik en e yaouankiz, mes ar vue a rene a oa fur, ha mat oa ’vit ar paour. Eun devez, ’balamour n’en devoa ket amzer, emezan, e chomas hep rei aluzen d’eun den ezommek hag a astenne d’ezan e zorn. Kement a geun en devoe raktal d’ar pez en devoa grêt, ma redas war-lerc’h ar paour kez, da gas d’ezan ar pezig en devoa ezom.

Ober a reas neuze al le da rei aluzen da gement hini a