Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/690

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
690
6 Here
sant bruno

ter-noz, o kanan meuleudiou an Otrou Doue ; epad ar peder heur-ze, e vezont en o zav, pe war o daoulin, pe stouet. Ne brezegont ket ha ne govesaont ket ; pep-hini a vev en e beniti disparti diouz ar penitiou-all.

Sant Bruno
Sant Bruno

N’eus Urz menec’h ebet ken troet-all war dreo an nenv ; unan eus ar re rustan eo hag, ar pez ’zo gwelloc’h, miret en deus, betek hen, e vrud hag e zantelez. An Iliz a ôtre mont eus an Urziou-all en Urz ar Chartreuzed, mes difenn a ra mont eus Urz ar Chartreuzed en eun all.

Bruno ne varvas ket en Chartreuz Grenobl. Pedet oa bet da vont da Rom gant Urban II, a oa bet gantan er skol en Reims. Goude bezan tremenet eur bla en kêr ar pab, ’vel ma n’houlle ket kemer ar gador-eskob kinniget d’ezan en Reggio, ec’h eas da ziazezan eur manati, war skouer hini Grenobl, en Della-Torre er C’halabr ; eno e varvas, ar 6 a viz here 1101.

————


KENTEL


Ar Varn gentan


An ene, dal mac’h ey diwar an douar-man, a vezo galvet, dizoloet e vad hag e fall, ha barnet gant an Otrou Doue.

I. — An ene a vezo galvet.

War an douar-man, an ene ne wel Doue nemet en mellezour an treo krouet ; n’hen gwel ket evel m’eman, hag abalamour da ze, ne ra ket a-wechou kement a van anezan hag a dlefe ; mes pa vezo dispartiet diouz ar c’horf ha sklerijennet gant sklerijen ar bed-all, neuze e welo skler n’eo holl dudiou ar bed-man nemet ar skeud eus gened an Otrou Doue ; n’eo holl vadelezou ar bed-man nemet eun elfen eus madelez an Otrou Doue ; n’eo holl gwirioneziou ar bed-man nemet ar skleur eus gwirione an Otrou Doue.

Gwelet a raio gened Doue hag e fallagriez e-unan hag e kreno evel Adam goude e bec’hed, pa glevas an Otrou ouz e c’hervel diwar dreujou baradoz an douar.