II. — An ene a vezo dizoloet e vad hag e fall.
Ene an den a zo divent, kouls lavaret, ha pa gav d’imp gwelet ene hon nesan, ne welomp, en gwirione, nemet ar veven anezan. Mes lagad Doue en deus muioc’h a c’halloud eget lagad an den ; gwelet a ra pelloc’h, gwelet a ra gwelloc’h ; en ene galvet dirakan e welo an oberou mat, e welo an oberou fall, e welo pep tra. An oberou-ze grêt pell diouz lagad an nesan, en kreiz tenvalijen an noz, ha kuzet ouz an holl, zoken ouz ar beleg. Doue o dizoloo. Doue o gwelo.
III. — An ene a vezo barnet.
Doue a bouezo pep tra ; sellet a raio ouz ar yec’hed, ouz an danve hag ouz ar spered en devoa roët d’imp, hag e welo an impli hon deus grêt gante.
Doue a bouezo pep tra ha Doue a varno.
Dibôt e vo neuze an eneou a vezo kavet glan awalc’h da bignal en palez an Dreinded ; niverusoc’h e vezo ar re o devo c’hoant d’en em deurel etre divrec’h an Otrou, hag e vezo lavaret d’eze : « Noli me tangere : Na stoket ket ouzin ! Saë wenn ho padeziant n’eo ket glan awalc’h ; ezom ho peus da dremen dre dân ar purgator. Niverus ive ar re a glevo ar gomz-man : « Hoc’h oberou mat n’int ket ken ponner hag hoc’h oberou fall ; êt pell diouzin, eneou milliget. »
An aon rak barnedigez an Otrou Doue a reas da zant Bruno ha da eleiz a zent-all mont d’ober pinijen pell diouz trouz ar bed.
Sant Thomas, kaeran spered den a vevas en Iliz, oe goulennet outan, pa oa war e dremenvan, pehini oa souezusan tra en devoa gwelet war an douar, hag e lavare :
« Souezusan tra am eus gwelet em bue eo e c’hallfe an den en stad a bec’hed en em rei da gousket, heb aon da zihuni er stum-ze dirak lez-varn an Otrou Doue. »
harlez Bleiz n’eo ket eun diaveziad evidomp, rak en hon bro en deus tremenet an darn vrasan eus e amzer ; enni eo en deus grêt brezel ; enni eo marvet, hag enni eman e ve. Hon c’henvroad eo eta, ha dre ze, unan eus hon gwellan difennourien dirak Doue.
Mab oa da C’hien Chatilhon ha da Vac’harit Valois, ha genel a reas en Blois, er bla 1320. Adalek e vlaveziou kentan, e oa stumm eur zant warnan. E zudi oa bezan en iliz, ha kertri en dije da verrat e bedennou ; e blijadur oa dige-