Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/692

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
692
7 Here
an den eurus charlez bleiz

mer ar beorien ha rei d’eze an aluzen. Da seitek vla, Philip VI, roue Frans hag e eontr diouz tu e vamm, a reas d’ezan dimezi d’eur brinsez eus e oad, Janned Breiz, merc’h Gien Penteür, breur Yan III, duk Breiz.

Charlez Bleiz
Charlez Bleiz

Bezan e oe eur skouer eus an holl vertuziou a c’hall diwan en kalon eur pried kristen. Pevar bla so oa dimezet pa varvas Yan III, hep lezel eur bugel da zougen e gurunen war e lerc’h. An daou gar tostan d’ezan oa Yan Montfort, e hanter-vreur, pried Janned Flandr ha Janned Breiz, e nizez, pried Charlez Bleiz.

Gwiriou Charlez Bleiz ha re Yan Montfort, herve barnerien an amzer-ze, a oa keit ha keit ; gant aon d’ober gaou ouz hini ebet, Yan III ne fellas ket d’ezan anaout re ar c’hentan kentoc’h eget re an eil ; pa vije komzet a ze d’ezan war e dremenvan, e lavare : « En han’ Doue, lezet ac’hanon en peuc’h ; n’houllan ket samman ma ene. »

Goude e varo, ar Vretoned a ’n em rannas en diou gostezen : hini Bleiz, harpet gant Bretoned Breiz-Uhel ha gant ar C’hallaoued, ha hini Montfort, harpet gant Bretoned Breiz-Izel ha gant ar Zôzon. Ar brezel a zirollas hag ar gwad a ruilhas en pevar c’horn ar vro.

Yan Montfort a varvas en Henbont, d’ar 26 a viz gwengolo 1345 ; mes ar peuc’h ne deuas ket en Breiz evit kelo ze, rak eur bugel c’houec’h vla, Yan Montfort eveltan, a chome war e lerc’h, hag ar brezel, goude bezan padet pevar bla etre ar eontr hag an niz, a badas naontek vla etre an daou genderv.

Charlez Bleiz, ha ne gare nemet ar peuc’h, a dremenas e vue en kreiz trouz ar brezeliou ; mes daoust da ze, ne dec’has ket eur gammed diwar hent ar zantelez. Dougen a rê dindan e zilhad eur gouriz reun stardet endro d’e gorf gant kerden leun a skoulmou. Kousket a rê war an douar