Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/695

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8 Here
695
santez berc’hed


Eizvet devez a viz Here


SANTEZ BERC’HED
Intanvez (1302-1373)



Berc’hed, eur brinsez eus ar Sued, a oa ganet er bla 1302. He zud a oa kristenien vat. He zad a yune, a yee da govez ha da gommunian bep gwener, evit goulenn ar c’hras da c’houzanv gant pasianted ar c’hroaziou a zigasje Doue d’ezan ac’han d’ar gwener war-lerc’h.

Koll a reas abred he mamm, ha savet e oe gant unan eus he moerebezed, a oa ive eur wreg eus ar gwellan. Tri bla he devoa arôk ma c’hallas lavaret eur ger, mes dal ma c’hallas komz, e lakas he zeod da veuli Doue. Da dek vla, e klevas disklerian ar Basion, hag ar zarmon-ze a lakas an daerou da redek puilh eus he daoulagad. En noz war-lerc’h, e kredas d’ezi gwelet Hon Zalver Jezuz-Krist stag ouz ar groaz, gouliet ha leun a wad, hag e kave d’ezi klevet eur vouez o lavaret :

— Sellet ouzin, ma merc’h.

— Ha piou, a lavaras Berc’hed, eo ar re o deus grêt kemend-all d’ec’h ?

— Ar re, eme ar memes mouez, a zispriz ac’hanon, ha ne reont van ebet, goude m’o c’haran evel ma ran.

Adalek neuze, n’halle mui sonjal en Pasion Hon Zalver hep skuilh eur mor a zaerou. Da c’houezek vla, evit senti ouz he zad, e timezas da Vulfon, prins Nerisi, en devoa triouec’h vla. Doue a vinnigas o eured, o rei d’eze eiz krouadur, pevar mab ha peder merc’h.

Beneat ha Hudma a varvas abred ; Charlez ha Birger a gemeras peurz en brezeliou ar Groaz hag a varvas en Douar-Santel.

Mac’harit ha Sesilia a zimezas ; Indelburj ha Katel a yeas da leanezed.

Goude ginivelez an eiz krouadur-ze, an daou bried santel a reas le da dremen ar rest eus o bue evel breur ha c’hoar. Kreski rejont o aluzennou ; an holl dud ezommek a zirede d’o c’haout ; sevel a rejont eun hospital evit ar glanvourien. Mont a rejont o-daou da bardonan da Zant-Jakez-Kompostel, gant o bugale ; en dizro, Vulfon a gouezas gwall glanv en Arras, hag eskob ar gêr-ze hen nouas. Parean a reas, a drugare Doue, ha pa oe en em gavet er gêr, en em dennas en eur manati, gant asant e bried. Eno e varvas, arôk eur bla, evel eur zant.

Berc’hed, deut da vezan intanvez, a rannas he danve etre