tan d’ober e binijennou hag e labouriou evel pa oa yac’h. Er bla 1580, e prezegas ar c’hoaraïz en Valans ; eur fallaen en devoe epad ma oa er gador-brezek, ha red e oe e dougen d’e di. An arc’heskob e-unan a zervijas anezan ha ne dec’has ket diwar e dro keit ma vevas. Doue hen galvas davetan, an 9 a viz here 1580 ; e oa o ren e bempvet bla ha hanter-kant. Meur a bareanz a deuas da ziskouez e zantelez, ha Pôl V hen lakas war roll an dud eùrus, eiz vla warn-ugent hepken goude e varo. Klemant X hen lakas e-touez ar zent, er bla 1671.
Ober a rêr hirie ive gouel sant Denez, eskob, sant Eleuther, beleg, ha sant Rustikus, avieler, merzeriet o zri en Pariz, en kantvejou kentan an Iliz.
Eun ifern a lavar an dud dife ? ya, marvat sur ! Den ebet n’eo deut anezan biskoaz da rei d’imp eus o gelou. Nan, den ebet n’eo deut anezan biskoaz evit an digare mat ma chomer ennan da viken, eur wech kouezet ebarz.
Eun ifern, a lavar darn-all ? mes Doue a zo ken trugarezus. Gwir eo, Doue zo mat, mes Doue ive a zo just, hag e justis a c’houlenn ma vefe eun ifern.
Jezuz-Krist, an drugare en em c’hrêt den, hen lavar d’imp. Hen oa mignon ar bec’herien ; Hen oa ar pastor mat a red ar mêziou, ken n’en deve kavet e zanvad dianket ; Hen oa an tad a familh, mall gantan lazan al leue lart, evit ober eun digemer tener ha laouen d’e vabig kez a oa êt pell diouz ar gêr da zismantr e zanve.
Diskouez a ra d’imp ’zo muioc’h a levenez en nenv evit eur pec’her a zistro ouz Doue, eget evit naontek ha pevar-ugent den just a dalc’h da vale war an hent mat. Lavaret a ra d’imp eo deut da c’hervel ar bec’herien ha nan ar re just ; ha me oar !.. Trugare Jezuz-Krist a zo splann dizolo dre-oll, er Skritur-Zakr ; mes e justis a zo ive ; dalc’h-mat e tigaser d’imp ar zonj eus an ifern.
Eun ifern a zo ; Jezuz-Krist hen lavar d’imp.
« Tennet ho lagad, emezan, eus ho penn, troc’het ho prec’h diouz ho korf, ma roont tu d’ec’h da gouezan er pec’hed, rak gwell eo mont d’ar baradoz, gant eul lagad pe gant eur vrec’h nebeutoc’h, evit bezan strinket en ifern gant an daou lagad ha gant an diou vrec’h. »
« Petra dalv d’an den gonid ar bed holl mar teu da goll e ene ? »
D’ar varn divezan, Jezuz-Krist a lavaro d’ar bec’herien : « Ite, maledicti : êt diouzin, tud milliget, en tân a bado da viken, a zo bet ôzet d’an drouk-spered ha d’e ele. »
— An tân ne varvo ket ken, an tân ne vezo ket mouget ken, a zo hano anezan, n’eo ket eur wech eo, hag en eur dremen, mes betek daouzek gwech, er Skritur-Zakr.