Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/699

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9 Here
699
sant loeiz bertrand

— Ar gomz verr-man : « Eno e vezo garm ha skrignadeg dent, » ar gomz-ze a deu seiz gwech gant an Avielerien.

Ha dreist-oll, eman en Aviel parabolen ar fals pinvidik a oe sebeliet en ifern, nan abalamour ma oa pinvidik, mes abalamour ma n’en devoa ket grêt impli vat eus e binvidigez, epad ma touge an ele ar paourkez Lazar en kerc’hen Abraham, nan, kennebeut, abalamour d’e baourente, mes abalamour d’e baourente gouzanvet gant pasianted.

Eun ifern a zo, hag eun ifern a renk bezan, rak war an douar-man pep-hini ne gav ket bepred e c’hopr, diouz ma ra.

An holl boblou, hag an dud fallan zoken, hen kred.

« Brao eo d’ec’h, » a respontas eun de Voltair, eun den dife mar oe biskoaz, da unan eus e vignoned hag a lavare d’ezan e oa deut a benn da gredi ne oa ifern ebet : « Brao eo d’ec’h neuze ; evidon-me n’am eus ket gallet c’hoaz lakat ar greden-ze ’n em spered. »

Eun ifern a zo ; eun ifern hag a bado da viken, anez ze, n’eo ket Doue eo a vije mestr war ar pec’her, ar pec’her eo a vije mestr war Doue.

Mes n’a d’an ifern nemet ar re a fell d’eze. N’eo ket Doue a zo o taoni an dud, an dud eo a ’n em zaon o-unan. Evel ar zent, diskennomp a spered en ifern epad hon bue, evit ma n’hon devo ket da ziskenn ennan goude hon maro.




Dekvet devez a viz Here


Sant Fransez Borjia
Trede Jeneral Kompagnunez Jezuz (1510-1572)



Fransez, pevare duk Gandi, mab da Yan Vorjia ha da Janned Aragon, a oa ganet en rouantelez Valans, er bla 1510.

Da bemp bla, e vamm he devoa desket d’ezan gwirioneziou kentan ar relijion ha laket da ziwan en e galon ar c’hoant da vezan eur zant.

Madelezus hag anaoudek a oa en kenver an dud a veve war e dro ; anat oa abred e vije eun den eus ar re wellan. Da seiz vla, e oe roët d’ezan eur gouarner hag eur c’helenner, o-daou eus an dibab, a lakas ar zantelez hag ar ouiziegez da zevel ha da vleunian en e ene.

Dek vla a oa, pa gouezas e vamm gwall glanv. Fransez a ’n em denne alïes en e gambr, hag e pede kalonek, war e zaoulin, an daerou en e zaoulagad, ha goude en em skourjeze kalet. E beden, koulskoude, ne oe ket chilaouet ; dukez Gandi a varvas er bla 1520. Ar c’holl-ze a reas kalz a boan d’ezan ; mes ar fe a reas d’ezan plegan e volonte da hini an Otrou Doue. Derc’hel a reas moullet en e galon ken-