Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/701

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10 Here
701
sant fransez borjia

Kerkent ha ma ’n em gavas en e blas, e lakas urz endro d’ezan ; an henchou bras ne oent mui sternet gant al laeron, rak Fransez e-unan a yee d’o argas, ha lakat a reas ar re wasan d’ar maro. Evesât a rê war al lez-varniou ha war ar skoliou ; nebeutoc’h a brosezou a oe en e amzer, hag ar yaouankiz a oe skolaet gwelloc’h eget diagent.

E bried a varvas d’ar 27 a viz meurz 1546. Fransez en devoa neuze c’houec’h vla ha tregont. Dioustu en em lakas d’ober e studi, ha pemp bla goude, en miz eost 1551, e oe beleget hag ec’h eas en Kompagnunez Jezuz. Prezek a reas er Spagn hag er Portugal. Er bla 1558, e reas en Valladolid prezegen ganvou an impalaer Charlez V, an evoa heuihet e skouer hag a oa diskennet e-unan diwar an trôn, daou vla a oa, evit en em denn en manati Sant-Just.

D’an 2 a viz gouere 1565, Fransez a oe hanvet da drede Jeneral Kompagnunez Jezuz. Kas a reas eun niver bras eus e relijiuzed da zougen sklerijen ar fe betek ar broiou pellan eus ar bed. Er bla 1570, e reas tro ar Frans, ar Spagn hag ar Portugal, gant ar c’hardinal Alexandrin, niz Pi V, evit kemenn d’ar gristenien mont da stourm ouz ar Vuzulmaned. Ar valeaden-ze a skuizas anezan kement ma kouezas klanv en Ferrar, hag e oe red dougen anezan ac’hane da Rom ; eno e varvas, en noz etre an 30 a viz gwengolo hag an de kentan a viz here 1572, o ren e eilvet bla ha tri-ugent. Laket war roll ar zent gant Klemant IX, er bla 1671, Fransez Borjia a oe laket e ouel an 10 a viz here gant Innosant XI, er bla 1683.

————


KENTEL


Goude ar Maro


Eur pennadik goude ma vefomp sebeliet, petra c’hoarvezo ? Unanik bennak a deuio d’hon be ; eun de, ne deuio den ebet ken : ankouaet e vefomp. Tremenet a vezo heb-omp. brao bras. Ar c’hargou e oamp enne a vezo êt gant re-all, ha n’ey ket falloc’h an treo endro, tamm ebet. Ne vezo ezom ebet ac’hanomp ken, en nep lec’h.

Ne welomp aze nemet eun tu eus an dôlen. An tu-all a guzer, ha mat a rêr, rak re rukunus eo. An tu-all eo diabarz ar be. Eno, eun nebeut deiou goude hon maro, ne vezo ac’hanomp ken nemet eur bern eskern e-touez breinadurez ha prenved, prenved hag a ’n em zrailho o-unan p’o devo peurdebret hon c’horfou paour.

Setu aze petra chomo eus an izili-ze a garomp betek re : eun dra ha n’eus hano ebet ken da rei d’ezan, en yez ebet, eun dra heugus. Vanitas vanitatum et omnia vanitas : Avel hag avel, n’eus nemet avel. Na pegen disklant omp eta o tennan lorc’h eus ar pez n’eo netra.

En em reomp izel, bihan, dister ; an Otrou Doue a zo e holl c’hourdrouzou evit an dud lorc’hus hag e holl bromeseou evit an dud izel.