Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/703

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11 Here
703
sant tarakus

— Digaset eun ôten, ha troc’het e ziskouarn ; touzet e benn ha laket warnan glaou beo.

— Ma diskouarn zo diframmet, mes re ma c’halon a vir o nerz.

— Diskroc’hennet, gant an ôten, e benn milliget ha laket warnezan glaou beo.

— Hag e tiskroc’hennfes ma c’horf penn-da-benn, ne zilezin ket ma Doue, a ro d’in nerz da c’houzanv da venviou diaoulek.

— Laket an houarn ru dindan e ziou c’hazel.

— Ra zello Doue ouzit, ha ra varno ac’hanout hirie.

— Den milliget, pesort Doue a bedez-te ? Lavar !

— Eun Doue hag a zo ’n az kichen ha n’anavezez ket, hag a roio da bep-hini diouz m’en devo grêt.

— Kaset anezân d’ar prizon ha miret-han a-benn gourennadeg al loened, varc’hoaz.

Prosez Probus a zo henvel awalc’h ouz hini Tarakus, nemet e kavas Maximin eun doare neve d’e heskinat :

— Grêt d’ezan, emezan, evan gwin an idolou, ha laket en e c’henou eun tamm kig diwar an ôter.

— Otrou Jezuz, Mab an Doue beo, a youc’has Probus, sell ouz ar pez a rêr d’in ha bez ma barner.

— Poan ’teus bet, paour kez zo ac’hanout, ha koulskoude, teus tanvaet treo ar zakrifis. Petra ri breman ?

— Ne teus ket gonezet kalz a dra o lakat ac’hanon, dre heg, da gemer restajou da zakrifisou, rak Doue a oar ma mennoz.

— Sod zo ac’hanout, lavar e ri dre gaer ar pez teus grêt dre heg, hag e vezo torret d’it da chadennou.

— Nan.

Neuze Maximin a reas roudennan divesker ar merzer gant an houarn ru ha toullan e zaouarn gant tachou ; goude oe kaset d’ar prizon hag e oe digaset Andronikus. Heman, p’en em gavas, a oe stonket gant c’houez ponner ar c’hig rostet a oa el lez-varn.

Maximin a glaskas, da gentan, e c’honid dre gomzou flour, ha rei d’ezan da gredi o devoa an daou verzer-all nac’het o Doue.

Andronikus a respontas d’ezan ne oa nemet eur gaouiad. Neuze e oe grêt eun tântad tân paper endro d’ezan ha laket an houarn ru etre e vizied.

— Diskiant, enebour Doue, diskibl Satan, a lavaras an dijentil yaouank, ma c’horf a zo lôsket, mes arabad d’it kredi am efe aon ouzit. Doue a zo ennon, dre Jezuz-Krist, ha disprizout a ran ac’hanout.