Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/704

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
704
11 Here
sant tarakus

— N’ouzout ket eta, eme Vaximin, e oa an den-ze a bedez eun torfetour hag a zo bet staget ouz ar groaz war urz ar gouarner Pilat ?

— Ro peuc’h, rak ne zere ket ouz eun den eveldout komz eus Hennez.

Maximin a grede bepred e c’hallje dont a benn eus Andronikus. Gourc’hemenn a reas lakat bara ha gwin ar sakrifis en e c’henou, evel da Brobus :

— Breman, da vihanan, emezan, teus tanvaet aneze.

— Ra vefet kastizet, c’houi hag ar re o deus roët galloud d’ec’h d’am labean gant ho sakrifisou.

— Penn fall ’zo ac’hanout ! Evelse eo e kredez milligan an impalaered, kemend-all a beuc’h evel o deus digaset er bed !

Komz eus a beuc’h a oa brao, pa oa poullet ar gwad kristen en holl lez-varniou ar rouantelez.

— O milliget am eus, eme ar merzer kalonek, hag o milligan a ran, an everien gwad-ze, o deus dismantret ar bed. Ra deuio dorn an Otrou Doue d’o c’hastizan, mac’h anavezfont an droug o deus grêt d’e zervijerien.

Maximin, êt er-mêz anezan e-unan, a reas terri dent ha troc’han teod Andronikus. An de war-lerc’h, gant Probus ha Tarakus, e oe stlapet d’al loened goue da zispenn. O eneou a nijas d’an nenv. Doue a wiskas d’eze saë al levenez hag a lakas war o fenn kurunen ar gened (304).

————


KENTEL


Micher ar zoudard


Micher ar zoudard a zo eur vicher enorus, abalamour d’ar madou bras m’eo karget da zifenn, mes ar vicher-ze ive a zo eur vicher danjurus meurbed, ha meur a hini, siouaz, a weler o koll o-unan enni ar madou int karget da ziwal d’ar re-all.

Koll a reont a-wechou bue o c’horf, war dachen ar brezel, mes ar c’holl-ze a zo eun enor, hag ar c’hristen, pa gouez en emgann, a zastum eur gurunen.

Meur a hini, siouaz, a weler o koll, er c’hazern, madou o ene, hag an dra-man eo ar gwasan.

Kaer o deve, pôtred yaouank, eun tad hag eur vamm gristen bezan kemeret poan ganec’h d’ho sevel ha d’ho luskellat war o barlen en karante hag en doujanz Doue ; kaer o deve bezan tôlet evez warnoc’h, epad blaveziou kentan ho yaouankiz, ha bezan roët d’ec’h a bep seurt skoueriou mat, labouret ha poaniet o devo ganec’h, hep frouez ebet, epad ugent vla, ma ne labouret ket hoc’h-unan, d’ho tro, d’en em viret war hent ar furnez.

Ar zoudarded kristen, gwechall, a veze gwell gante mervel mil gwech kentoc’h eget nac’h o Doue eur wech, ha c’houi a ve gwelet, hiniennou ac’hanoc’h, ouz hen ober, gant aon rak eur mousc’hoarz.

Peseurt danve a zo eta oc’h ober ac’hanoc’h, kristenien ken bresk evel mac’h oc’h ?