Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/707

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12 Here
707
sant wilfrid

n’en deus ket diou vue da vevan : unan da zeski ar vad, hag eun all d’hen ober.

An Iliz a zo war an douar evit lavaret d’an den penôs en em gemer evit en em gaout en rouantelez an nenv ; lakomp e c’hallfe fazian eur wech ; kalz re e vije an dra-ze, na pa ne lakfe, dre he fazi, nemet eun den hepken da gemer hent an ifern, rak eur wech kouezet eno, ne deuer ken er-mez ; kollet e ve an alc’houe.

War ar pez a zo red da gredi pe d’ober evit bezan salvet, an Iliz eta a renk bezan difazi, n’eo ket peurliesan hepken, mes bepred ha bemde.

Troomp alïes bon zellou warzu Kador sant Per, hag ec’h omp sur da vale, hep fazian, war hent striz ar vue.




Trizekvet devez a viz Here


SANT EDOUARD
Roue Bro-Zôz (1042-1066)



Edouard, an divezan roue a ouenn sôz a c’houarnas Breiz-Veur, a bignas war an trôn er bla 1042, hag a c’halle bezan neuze eun daou-ugent vla bennak.

Ne oa ket henvel ouz an dud-ze a dremen o bue o redek war-lerc’h an enoriou ; gwell oa gantan, emezan, chom hep dougen e gurunen, kentoc’h eget ober poan d’eun den hepken evit mont d’he c’herc’hat.

Karet a rê e bobl, ha karet oa gantan. Kement hini a dostae outan a glaske eünan e vue war skouer e hini. Er blaveziou arôk m’oa pignet war an trôn, an Danemarkiz o devoa grêt ar rins war Bro-Zôz. Laeret o devoa an ilizou ha harluet ar veleien.

Kentan mad reas Edouard a oe lakat ar relijion da zevel ha da vleunian en e rouantelez. Breiz-Veur n’eo ket bet biskoaz eürusoc’h eget en e amzer. Ne veze ket ken laouen gwech ebet evel pa ’n ije rannet, etre an dud ezommek, kement a vije en e di. Abalamour d’e drugare dispar, e oe lezhanvet tad an emzivaded hag ar beorien.

E zujidi o devoa c’hoant d’e welet o timezi, hag e sentas oute. Mes arôk an eured, en em glevas gant an hini en devoa dibabet da bried, evit bevan o-daou evel breur ha c’hoar, rak pell a oa en devoa grêt le da viret e werc’hded.

Ken bras oa e le ha ken birvidik e garante ma veritas gwelet, ouspen eur wech, Hon Zalver Jezuz-Krist, kaer ha skedus, war an ôter, epad an oferen.

Ne vanke kammed da rei an aluzen d’an neb a c’houlenne outan en hano sant Yan. Eun devez, an avieler santel e-unan, dindan furm eur paourkez goloët a zruilhou, a