Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/71

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23 Genver
71
dimezi ar werc’hez


Ha Mab Doue en em c’hrêt den a zo deut da chom en hon zouez.

Jezuz-Krist eta, evel den, n’en deus tad ebet hag e vamm eo Mari ; evel Doue, n’en deus mamm ebet hag e dad eo Doue ; evel den-Doue, Doue eo e dad ha Mari e vamm.

Dimezi ar Werc’hez a oa eun dra laket gant an Holl-C’halloudeg d’en em gaout :

Da gentan : — evit ma ne gouezje ket an dismegans, en doare ebet, na war ar mab na war ar vamm ;

D’an eil : — evit ma vije sant Jozef skoazeller ha mirer an Itron-Varia ha tad mager ar mabig Jezuz ;

D’an trede : — evit ma vije anavezet gant an holl e tiskenne ar Zalver, dre e gerent, eus ligne ar roue David, evel m’oa bet embannet, seiz kant vla arôk, gant Isaias, pa skrive, ouz sklerijen ar Spered-Glan : « Eur skourr a zavo war wrizienn Jesse (tad David), hag eur vleunien a deuio da zigeri warnezan. » — « An holl boblou a welo (mab bihan Jesse) hag en em erbedo outan, hag eur mor a c’hloar a strinko eus e ve. (!)  »

D’ar pevare : — evit ma vije familh Nazareth skouer an holl familhou kristen.

————


KENTEL


Ar Briedelez


Ar briedelez a zo unan eus sakramanchou Hon Zalver Jezuz-Krist, ha sant Pol a lavar d’imp eo eun dra vras ha santel hag eur skeuden eus al liamm a zo etre Jezuz-Krist hag e Iliz.

« Evel ma ’z eo Jezuz-Krist penn an Iliz, ha ma tle an Iliz senti outan, evelse an ozac’h eo penn ar wreg, hag ar wreg a dle senti outan. Hag evel ma karas Jezuz-Krist an Iliz betek rei e vue eviti, evelse an ozac’h a dle karet e wreg ha rei e vue eviti. [1]. »

C’houi eta, ezec’h, a vezo pep-hini ac’hanoc’h eun eil Jezuz-Krist. Etre ho taouarn e vezo an nerz ; c’houi a c’hourc’hemenno, c’houi a vezo ar penn, c’houi a reno, mes c’houi, dreist-oll, a garo Jezuz-Krist a garas kement e Iliz ma varvas eviti. C’houi a garo ho priejou evel ma karas Jezuz-Krist e Iliz. C’houi a garo aneze en eurvat, c’houi a garo aneze, dreist-oll, pa vezint en dristidigez, hag a lodenno neuze o foaniou gante :


Poan lodennet,
Poan dibennet.

C’houi a c’houzanvo o defôjou hag e c’houzanvfont ho re ; c’houi a garo ho priejou en Doue ha herve Doue.

Ha c’houi, gwrage, a zento ouz ho priejou, evel ma sent an Iliz ouz Jezuz-Krist.

An Iliz, en de a hirie, a glasker he dispartian diouz he fried muian--

  1. Isaias XIet pennad, 7 ha 10et koublad.