Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/712

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
712
15 Here
santez thereza

Thereza a oe kaset d’ar gouent. Pevarzek vla he devoa neuze. Ne zonje tamm ebet en em ober leanez, mes ar c’hoant-se a ziwanas buhan en he c’halon. En miz du 1534, e reas le en Urz Karmelitezed Avila. E oa neuze o ren he ugent vla. Kredi a rê d’ezi bezan en em gavet er porz. Fazian a rê.

Doue a oa en gortoz a dreo bras diganti, ha red e oe d’ezi tremen dre ar boan evit en em brepari d’ar pez a vije fiziet enni. Epad pevar bla hanter, e renkas chom war he gwele ha gouzanv poaniou bras. Hi n’en em glemme ket. « P’eo gwir, emezi, hon deus bet an holl vadou digant Doue, perak ne zigemerfemp ket ar boan eus e zorn ? » Hag e chome laouen. Diwar neuze, e kemeras ar gustumans d’ober ar beden a galon, da chom bemde, epad eun heur hag ouspen, da zonjal en eur wirione bennak eus ar fe, da bleustri warni ha da glask an tu da lakat anezi da dalvezout evit mad he ene.

Ar yec’hed o vezan deut d’ezi eun nebeut, (ne deuas ken mat awalc’h, klanvidik e chômas,) e teuas adarre da vezan klouar en kenver Doue. He c’halon a chome stag ouz tud he devoa anavezet er bed. « Plijadur a gaven, emezi, o komz eus treo ar bed gant tud ar bed, ha dre ne veze ket ofanset Doue en divizou-se, e kaven digare da zerc’hel. » Doue a roas d’ezi da c’hôut ne felle ket d’ezan e vije he c’halon lodennet etrezan hag ar bed. Lôsk oa deut ive war ar beden a galon. An treo-ze holl a reio enkrez d’ezi evit ar rest eus he bue, ha pa deuio, en he humilite, da lavaret ne deo nemet eur bec’herez vras, ne lavaro nemet ar pez a zonj. Ne deuas da vezan birvidik adarre nemet p’en em roas a greiz kalon d’ar beden. « Gant a refet, emezi, arabad tremen hoc’h ene hep peden, n’eus forz pegen dievez, pegen divlas, pegen inaouet a vijec’h da gommans ; Doue ho tigollo. »

Hag en gwirione, Doue he digollas, hi ive. Diwar neuze e kreskas c’hoaz he finijennou hag he fedennou ; diwar neuze ne c’houlennas nemet eun dra : « Pe gouzanv poan pe vervel » ; diwar neuze e reas le d’ober bepred ar pez a anavezfe evit bezan ar gwellan. Prest oa breman evit al labour a c’hede Doue diganti.

Ar reolen goz a oa deut gwall lôsk en kouenchou Karmel ; ne oa mui pinijennus evel m’oa bet. Thereza, kelennet gant Doue, a zonjas digas endro reolen striz an amzer gentan. Evit-se e reas sevel en Avila eur gouent neve en enor da zant Jozef (1562). Eno e vleunias a neve vertuziou kaer Urz Karmel. Brezel a oe grêt d’ar zantez gant pen-