e vamm da zont da c’hoari gantan, hag a roas d’ezan eun dorz vara gwiniz. Ar bugel, laouenik holl, a gasas ar prof d’e vamm : « Piou en deus roët an dra-ze d’it ? » a c’houlennas houman.
— Mab eun itron gaer on bet gantan o c’hoari, » eme ar bugel.
An dra-ze a ’n em gavas ouspen eur wech. War-dro e seiz vla, Jerard en devoa c’hoant bras da vont da gommunian. Eun devez e tostaas ouz an dôl zantel ; ar beleg a oa o rei ar gommunion a gavas anezan re yaouank, hag a chômas hep rei d’ezan an hosti santel. Ar c’hrouadur a yeas er-mêz eus an iliz, an daerou en e zaoulagad. En noz war-lerc’h, an arc’hêl sant Mikêl a deuas da zigas d’ezan bara an Ele. Eur wech-all ma oa war e zaoulin, harp ouz an ôter, eur bugel bihan a deuas eus an tabernakl hag a roas d’ezan ar gommunion. Da zek vla, Jerard a oe roët ôtre d’ezan da azezan ouz tôl ar Zakramant. Adalek neuze e kommunias sul-gouel ha beb eil devez war ar zun.
Da c’houezek vla, goude bezan desket e vicher a gemener, Jerard a yeas da vevel gant an ôtrou Albini, eskob Lacedonia. Rannan rê e bae en ter loden, unan evit e dud, eun all evit ar beorien, hag an trede evit anaon ar purgator.
Da varo e vestr, ec’h eas en Urz leaned sant Ligori. Bezan e oe eur skouer evit an holl.
Bemde en em skourjeze. Dougen a re eur gouriz-houarn endro d’e ziouc’hroazel. Lakat a rê louzeier c’houero en e voed, d’e lein ha d’e goan. D’ar zadorn, e yune diwar bara ha dour. Ne gomze nemet pa veze lec’h da greski gloar Doue, d’ober vad d’an nesan ha pa veze ezom bras. Lavaret a rê : « Tu a roër d’imp da vezan sent ; gwaz a ze evidomp ma chomomp da vreinan er pec’hed. Ma ’n em gollomp, e kollfomp Doue, hag eur wech kollet Doue, petra chomo ganimp ? »
Pevar bla so oa êt da relijius, pa oe tamallet en gaou en eun doare kazus. Ne glaskas ket en em zifenn, daoust pegen es oa d’ezan hen ober. Daou viz goude, e vistri a deuas da anaout ar wirione. Neuze sant Ligori a reas evellen e veuleudi : « Goude na vefe vertu-all ebet ken en Jerard, nemet ar re hon deus gwelet an daou viz divezan, e vefe trawalc’h evit ma c’hallfen lavaret gant gwirione eo eur zant bras. »
Tremen a reas goanv 1754-1755 en Kaposel, ha laket e oe eno d’ober ar vicher a borcher. Bemde, daou-c’hant den ezommek, da nebeutan, a deue da c’houlenn an aluzen da zor ar gouent. Kaer en dije rei, Jerard a gave bepred da rei.