Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/72

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72
23 Genver
dimezi ar werc’hez

karet ; mes daoust d’ar gourdrouzou a rêr d’ezi bemde, daoust d’an tôliou a skoer ganti, elec’h dizenti ouz Jezuz-Krist, e c’houzanv al laeronsi, an dienez, pep tra. Tôlet eo er baourente, mes hec’h enor a chom ganti. Eur skouer gaer evidoc’h, gwrage ; c’houi ive a zento ouz ho priejou, hag eus daou ma oac’h, ne refet nemet unan, ha malloz d’an neb a glasko dispartian ar pez an eus unanet an Otrou Doue.

En em garet, priejou, hag evit en em garet ervat, karet Doue da gentan.

An hini ne gar ket Doue, ne gar ket e nesan. Ar galon ha n’eman ket Doue enni er renk a enor a zo eur galon skornet.

Karet Doue da gentan. Hen eo an hini a lak, pe a chom hep lakat ar gurunen a dad hag a vamm war benn ar priejou ; hen a roio nerz d’ho sempladurez, pareanz d’ho kalonou gouliet.

Karet Doue da gentan, ha neuze :


Ne vo ket, de war-lerc’h hoc’h eured,
Bue fall ganac’h, mignoned.
Nag antronoz, na goude, pell,
Na gwech ebet, betek mervel !




Pevare devez warn-ugent a viz Genver


SANT TIMOTHE
Eskob ha merzer (***-97)



Timothe a oa ganet en Lystr, eun nebeut blaveziou arôk maro Hon Zalver. E dad a oa pagan, mes e vamm, Eunika, hag e vamm-goz, Loïda, a heuilhe relijion ar Judevien hag a zavas ar bugel en doujanz Doue. Kerkent ha ma teuas da Lystr kentan prezegerien ar fe da embann relijion Jezuz-Krist, Timothe a deuas da anaout e oa gante ar wirione hag a c’houlennas ar vadeziant. Eun nebeut goude, Pol, doktor ar baganed, hag a oa et betek ennan ar vrud eus fe Timothe, hen c’hemeras en eur dremen, daoust d’e yaouankiz, da zont da rei an dorn d’ezan da asten dre ar bed rouantelez Jezuz-Krist. Redek a reas evelse, epad dek vla, kement beg douar ha kement enezen a zo war hent Jeruzalem da Rom. Erfin, an abostol bras, hel lakas da eskob en kêr Ephes. Deut zo betek d’imp daou lizer skrivet gantan di, « d’e vab muian-karet, » evel m’hen galve.

Er c’hentan, grêt en Laodikea, e ro da anaout da Dimothe ar fals-kredennou an evoa ezom da zispenn etouez