Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/720

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
720
18 Here
sant lukas

en Rom, sant Pôl, en e lizer da Dimothe, [1] a lavar « n’eus den gantan nemet Lukas ». An avieler eta a oa ar mignon fidel-ze n’hall bezan dispartiet diouz e vignon nemet gant ar maro.

Lukas a skrivas e Aviel en Akaï, en gregach, yez ar vro-ze, war-dro ar bla 58. Ar pez a glaske, dreist pep tra, oa ober anaout bepred gwelloc’h bon Zalver Jezuz-Krist : e c’hinivelez burzudus, e gomzou, e oberou, e viraklou, e Basion hag e varo. Prezegennou an Ebestel a oa holl diazezet war an treo-ze ; mes eur brezegen a ve buhan ankouaet ; evit ober labour padus, red oa eta lezel dre skrid, gant ar gristenien neve, eul levr hag a vije kavet ennan, ’n eun doare berr, skler ha gwirion, skoueriou ha kenteliou an Otrou. Aviel sant Vaze ha hini sant Mark a oa savet dija ; mes da gredi eo ne oant ket anavezet awalc’h er broiou ma prezege enne sant Pôl ha sant Lukas. (D’ar mare-ze, ne oa nemet skridou-dorn, hag ar skridou-ze ne oant ket stank). Lukas eta, desket mat gant e vestr sant Pôl, gant sant Per ha sant Barnabas, an evoa anavezet en Antioch, gant sant Jakez, kenderv hon Zalver, an evoa gwelet en Jeruzalem, ha gant meur a hini-all o devoa gwelet oberou an Otrou ; kelennet ouspen gant ar Spered-Santel a ziwalle e bluen eus an disteran fazi, a gontas bue Jezuz adalek ar penn kentan.

Aviel sant Lukas a zo, muioc’h eget an tri-all, Aviel trugare Jezuz en kenver ar bec’herien : ennan eo eman istor konversion Mari-Madalen ha parabolen ar Mab Prodig. — Aviel sant Lukas eo Aviel ar c’hantikou : ennan e kavomp ar Gloria in excelsis, ar Benedictus, ar Magnificat, an Nunc dimittis. — En Aviel sant Lukas e welomp ive, alïesoc’h eget er re-all, al lod o deus bet ar gwrage santel en dasprenadurez ar bed. Hen eo a gomzo ar muian eus ar Werc’hez Vari, eus santez Elisabeth, eus ar brofetez Anna, eus intanvez Naïm, eus Mari-Madalen, eus c’hoarezed Lazar, eus merc’hed Jeruzalem a heuilhas an Otrou war hent ar C’halvar.

Tri bla goude, er blavez 60 pe war-dro, e skrivas levr « Oberou an Ebestel », a zo ive unan eus levriou sakr an Iliz.

Petra deuas da vezan an avieler kalonek, goude merzerenti e vestr sant Pôl ? — Aman n’hon deus mui a desteniou sur. Gouzout a reomp hepken e talc’has da brezek Aviel Jezuz en kalz broiou ; mes bepred e tizroe d’ar Grès ha, dreist-oll, d’an Akaï. Eno ive, war fin ar c’hantved

  1. II. Tim. IV, 2.