Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/727

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 Here
727
sant yan kenty

Lavaret geier a zo lavaret eun dra hag a zo pe a gredomp bezan eneb ar wirione, evit tromplan ar re-all. Ar gaou a zo eta eur pec’hed, pe hen a zo grêt dre gomz, dre skrid, pe dre ober. Ne vezo en kement-se pec’hed grevus, nemet grêt e vefe evit noazout, en eun doare grevus, ouz an nesan.

Dre ma ’z eo eur pec’hed enep Doue, ar wirione memes, ar gaou eo pec’hed mignon an drouk-sperejou. N’o deus ar re-ze nemet eur c’hoant : touelli an dud ; o lakat da fazian war hent ar zilvidigez. Rak-se, nag a c’heier gante ha gant ar re a zo mevelien gante ! « An drouk-spered. eme ar Skritur-Zakr, a zo bet muntrer ha gaouiad abaoue ar penn kentan. »

Kerent kristen, kustumet ho pugale da vezan eün ha didroïdel, ha neuze, ouspen ma vefont karet gant an dud, e vefont ive tost d’an Otrou Doue.




Kentan devez warn-ugent a viz Here


Santez Ursula hag he C’hompagnunez
Gwerc’hezed ha Merzerezed (453)


Santez Ursula
Santez Ursula


War-dro hanter ar bempvet kantved, ar Zôzon, c’hoaz paganed, a glaske beuzi Breiz-Veur en gwad he bugale ha dismantr ar vro a-bez dre an tân. Dre n’hallent mui harz oute, ar Vretoned, diframmet digante douar o c’havel, a gemeras an tec’h. Al loden vrasan aneze a deuas en Breiz-Vihan ; mes darn a yeas betek ar Spagn, ha darn-all a ziskennas war ôchou ar Jermani, elec’h ma savjont eur c’hastel a oe galvet eus o hano Brittembourg, war aber stêr vras ar Rhin.

Eur bagad merc’hed yaouank, en o fenn Ursula, merc’h da unan eus pennou-bras ar Vretoned, a oa deut evelse da chom da Gologn.