Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/729

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21 Here
729
santez ursula hag he c’hompagnunez

kouent Ursulinezed : en Kastel, en Montroulez, en Keraez, en Kemperle hag en Kemper. En eskopti Sant-Brieg ha Landreger a oa peder : en Landreger, en Kintin, en Lambal hag en Dinam. Dispar eo ar vad o deus grêt en holl barouziou-ze hag en holl barouziou tro-war-dro ; ha diniver ar mammou a familh kristen savet gante. Siouaz, er bla 1907, int bet holl argaset er-mêz ar vro. Ma o dije labouret evit an dud, o-dije bet lec’h da goll kalon ; mes evit Doue eo o deus labouret ; gant se, Doue a roio d’eze eun digoll meurbed bras en e rouantelez.




Eil devez warn-ugent a viz Here


SANTEZ HEDWIJ
Dukez Pologn, intanvez (1174-1243)



Santez Hedwij, merc’h da Verthold, komt Andec’h, ha pried da Herri, duk Silezi, ha divezatoc’h duk Pologn, he deus brudet he hano muioc’h dre he zantelez evit dre ar renk uhel he deus bet e-touez he c’henvroïz.

A vihanik, he mamm a droas he c’halon war an holl vertuziou kristen. D’an oad a zaouzek vla, evit senti ouz he zud, e timezas da Herri, duk Silezi. Er stad-ze, daoust d’he yaouankiz, e oe eur skouer eus an holl vertuziou. Henvel oa, a lavar unan eus ar re o deus skrivet he bue, ouz ar wreg-ze a zo hano anezi er Skritur-Zakr, « hag a renkfed he c’hlask, ha pa vefe kuzet er penn pellan eus ar bed. » En he zonjou, en he c’homzou, en he oberou, ne glaske nemet gloar Doue, he zantelez he-unan ha hini he familh. C’houec’h krouadur a deuas d’ezi, tri mab ha ter merc’h. Pa c’hanas an divezan aneze, e rejont, he fried ha hi, dirak eskob Breslau, al le da vevan evel breur ha c’hoar. Koulskoude, Hedwij a chomas eun nebeut blaveziou c’hoaz en palez he fried evit sevel he bugale. Goude, ec’h eas da chom en eun ti dister, demdost da gouent Trebnitz, eur gouent vras hag he devoa laket sevel, er bla 1219. Eno he bue a oa ken kalet hag an hini a rener er c’houentchou strisan. Ne zouge nemet dilhad groz, ha dindane e wiske eur gouriz reun ; bemde e yune, nemet d’ar zul ha d’ar goueliou herz ; ha c’hoaz en deiou-ze ne rê nemet daou bred dister ; d’ar merc’her ha d’ar gwener ne gemere ken bevanz nemet bara ha dour ; epad daou-ugent vla, ne zebras biskoaz na kig na pesked. N’eus forz pegen rust e vije ar goanv, ec’h ee d’an iliz diarc’hen ; gallet e vije bet