Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/732

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
732
23 Here
jezuz-krist hon dasprener

poaniou e dremenvan, en devoa, da vihanan, al levenez da c’hallout lavaret en devoa grêt e gefridi, o labourat hag o c’houzanv evel ma c’hoantae e Dad e labourje hag e c’houzanvje.

Peurc’hrêt eo pep tra. Consummatun est. Ar Juzevien ne gavont poan na dismegans ebet ken d’ober d’ezan. Dre garante evit bugale Adam, Mab Doue, an eil Adam, an eus roët e amzer, e spered, e galon, e frankiz, e enor, e vue, pep tra ; n’halle ket rei muioc’h ; evet en deus kalur ar boan betek ar berad divezan.

Evel eo ar c’halur c’houero
A oa gantan blaz ar maro,
Jezuz, Jezuz a bleg e benn,
Tremen a ra... Prenet an den.

Peurc’hrêt eo pep tra, Consummatum est. Dasprenet eo an den ; diframmet eo eus adre skilfou an drouk-spered ; ar pec’hed a zo gwalc’het en gwad an Oan ; ar maro a zo trec’het ; an Otrou Doue a zo digollet ; dorojou ar baradoz a zo dibrennet ; gliz an nenv a goue war an douar ; an heol aour a c’hoarz drek ar wabren ; rouantelez an droug a zo torret he galloud ; rouantelez ar vad a zo krouet ; an Iliz a zo diazezet ; ar velegiach a zo ganet ; ar zakramanchou a zo savet.

Dasprener ar bed, Jezuz-Krist, an eus peurc’hrêt al labour a oa roët d’ezan d’ober gant Doue e Dad.

————


KENTEL


Hon zilvidigez hon unan ha silvidigez hon bro


Pa deuio heur hon maro, daoust ha lavaret a c’hallfomp-ni ive : « Peurc’hrêt eo pep tra ? » Impliet mat hon deus an danve ar yec’hed, ar galon, ar grasou hag an amzer roët d’imp ? Stourmet hon deus kalonek ; miret hon deus hon fe ; sentet hon deus ouz an Iliz, ha mervel a reomp war he barlen. Miret hon deus lezen Doue ; douget ha karet hon deus hon c’hroaziou ; fazian hon deus grêt, gwir eo, hag ouspen eur wech, mes gwalc’het hon deus hon fec’hejou en gwad an Oan ; grêt hon deus oberou a drugare, ha fiziout a reomp war ar pardon.

— Pa deuio heur hon maro, daoust ha lavaret a c’hallfomp-ni ive : « Peurc’hrêt eo pep tra ? »

Gwelet hon deus rouantelez an droug o klask en em astenn ; mes elec’h kroazian hon divrec’h ha lavaret : « Ne dalv ket ar boan gouren ; koll omp, » hon deus enebet hep paouez, herve hon galloud, o c’houzout ervat n’eo ket awalc’h d’imp kemer preder gant hon zilvidigez hon unan, e tleomp tôl evez, ouspen, gant silvidigez hon breudeur ha hini hon bugale.