aphaël eo « louzou Doue, rener an dremenidi, frealzer an tiegeziou ankeniet, hanterour an eureujou santel, medesin ar glanvourien ha mirer an dud kez, war hent risklus ar vue. »
Hano a zo anezan er Skritur-Zakr. Seiz kant vla arôk donedigez Jezuz-Krist, e oa eleiz a Judevien en harlu en Niniv ; en o zouez e oa unan, e hano Tobias, eun deu a zoujanz Doue.
Deut oa da vezan dall, hag o kredi e tostae e varo, e kasas e vab da c’houlenn digant Gabelus, a oa o chom en kêr Rages, an dek talant en devoa prestet d’ezan eur pennad a oa.
Mab Tobias ne ouie ket an hent, mes an arc’hêl Raphaël, o vezan kemeret stumm eur beajour, a ’n em ginnigas d’hen diskouez d’ezan, hag a lavaras d’e dad :
— Bezet dinec’h gant ho mab ; me hen kaso da Rages, hag hen digaso d’ec’h endro, ha gwelet a refet ne c’hoarvezo droug ebet gantan.
— Beach vat eta d’ec’h ho-taou, eme Dobias koz ra vezo Doue hag e êle ganec’h epad an hent. »
P’en em gavas an daou veajour en kichen an Tigr, mab Tobias a c’hoantaas gwalc’hi e dreid en dour ar stêr. Kerkent, eur pez pikol pesk a lammas eus an dour d’e lonkan.
— Otrou, dont a ra warnon, eme an den yaouauk, strafuilhet holl.
— Krog en e ziskouarn, eme an êl, ha jach-han ganit. Tobias a zentas.
— Digor breman anezan, eme Raphaël, ha mir ar galon, ar vestl hag an avu, a zo treo mat d’ober louzou.
Kig an aneval a oe salet, ha kas a rejont anezan gante da zibri en hent. Daou devez warn-ugent goude m’oant êt eus Niniv, en em gavjont en Ekbatan.
— Pelec’h e kavfomp lojeiz aman ? eme Dobias.
— Aman, eme an êl, zo eun den kar d’it, e hano Ragol. Eur bennherez en deus, he hano Sara. Goulenn anezi digant he zad ; selaouet e vi.
War ze ec’h ejont o-daou da di Ragel, ha heman o digemeras gant joa :