Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/738

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
738
25 Here
sant gouenou

da garet ar baourente hag ar binijen ; panevert d’ezi, hon dije bet rukun oute.

Ar fe a zo didalve heb an oberou. Pac’h efomp dirak hon barner ne vezo ket awalc’h d’imp gallout lavaret : « kristen oan ; fe am oa ; » red e vezo d’imp bezan goest da lavaret kerkent : « hag o vezan m’am oa fe, am eus distaget ma c’halon diouz treo touellus ar bed ; am eus stourmet ouz ma zechou fall ; am eus yunet, am eus pedet, am eus grêt aluzen, n’am eus lôsket a-goste hini eus ma deveriou. »

Kement hini a c’hello komz, en doare-ze, war e varo, a vezo lavaret d’ezan gant ar barner bras :

« Euge, serve bone, intra in gaudium Domini tui : Deus, servijer mat, deus da gemer peurz en levenez da Otrou.»




C’houec’hvet devez warn-ugent a viz Here


An den eürus Bonavantur Potenza
1651-1711



Jerard, mab da Lelio Lavanga ha da Gatel Pica, a deuas er bed en kêrig Potenza, hanter-hent etre Salern ha Mateola, en deiou kentan ar bla 1651.

A vihanik e kare chom pell da bedi dirak tôlen ar Werc’hez, hag ar vamm vat-ze eo a roas d’ezan ar c’hras da viret digailhar, epad e vue, saë wenn e vadeziant. E gasoni ouz ar pec’hed hag e zentidigez ouz e gerent a rê anezan skouer ar vugale ; ne gave plijadur ebet o ’n em veskan en o c’hoariou ; e zudi oa klevet komz eus an Otrou Doue ha kaout skol war gwirioneziou ar fe. Da zaouzek vla, e kemeras kenteliou latin gant eur beleg eus a Botenza, ha da c’houezek vla, e wiskas saë sant Fransez. Neuze e kemeras an hano a Vonavantur.

Pa oe beleget, ar vrud eus e zantelez a yeas dre ar vro, hag e save trouz etre ar c’hêriou, o klask goût pehini aneze hen mirje ar pellan. Ne veze roët ken hano d’ezan nemet an tad santel : padre santo. E vevanz a oa eus ar re baouran. D’ar gwener e kreske c’hoaz e binijennou ; mogeriou ha leuren e gambr a veze ru gant ar gwad, ken kalet en em skourjeze ; ober a rê skol da vugale ar beorien, ha lakat a reas kement a bec’herien da zizrei ouz Doue ma veze lezhanvet a-wechou roued ar bec’herien : laqueus peccatorum.

Lavaret a reas eun devez d’eur bec’herez vras, en devoa jachet diwar hent an ifern : « Re a c’hoant ho peus