onversion sant Pol a zo unan eus kaeran miraklou an Otrou Doue, hag awalc’h ’zo anezan da ziskouez gwirione ar relijion gristen. Pol, pe gentoc’h Saul, rak an hano Pol ne deuas da vezan e hini nemet eur pennad goude m’oa en em laket da brezeg ar fe, Saul an evoa tri bla ha tregont bennak, pa varvas Hon Zalver war Mene Kalvar.
Ganet ’oa en Tars, er Silisi, mes abaoue meur a vlavez e oa en Jeruzalem o heul ar skoliou bras a oa eno, ha, hep mar ebet, an evoa klevet komz eus Jezuz Nazareth.
Marteze, zoken, en devoa e welet, d’ar Zul-Bleuniou, o tont en kêr, douget war garante eur bobl a-bez, en kreiz an enoriou hag ar meuleudiou.
Marteze an evoa e welet ive, pemp devez goude-ze, o vont eus kêr warzu Mene Kalvar, eur zamm malloziou war e gein.
Mes ken troet oa e benn gant kenteliou Doktored Jeruzalem, ma ne oa ket evit anaout an den-ze evit bezan Salver ar bed.
Pa grogas e ziskibien, goude m’oa marvet war ar groaz,