Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/742

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
742
27 Here
sant magloar

ma ne dolent ket plê. En eun tol, eun tarz a deuas a zibradas al lestr, hag a gasas anezan, bugale hag all, etrezek ar mor don. A drugare Doue, an avel a oa sioul hag a gasas aneze, hep droug ebet, war ôchou Bro-C’hall. Douaran rejont en eur c’harter ha ne oa ket a gernez ennan. Pa lavaras ar vugale pebez paourente oa en manati Serk, e oe karget d’eze o lestr a vleud hag a ed. Dizrei rejont d’ar gêr ; tri devez o devoa laket d’ober o zro. Kement a aluzennou a oa deut gante, ma renkas c’houec’h koublad ejenned dont da gerc’hat aneze d’ar porz-mor.

Sant Magloar a varvas prestik goude (585).

Ar zant-man en deus eur chapel en parouz Tregrom. Pedet eo ouz ar gouliou.


————


SANT MILIO
Merzer (VIet kantved)



Milio a oa mab henan Budik, trede komt a Gerne, maro war-dro ar bla 530 ; eur breur an evoa hanvet Rivod. Milio a gemeras evit pried Aurilia, merc’h Winnok, prins a Domnone, a roas d’ezan eur mab hag a deuas da vezan ar merzer yaouank Melar.

Seiz vla e renas en Kerne, hag en keit-se, war a lavar an istor, nag ar glao, nag ar grizilh, nag ar skorn, nag ar zec’hour ne rejont gaou ouz treo an douar.

En e amzer, e varvas sant Korantin, eskob Kemper, ha sant Gwenole, abad Landevennek. Hen e-unan ne chomas ket pell war o lerc’h, ha bezan en devoe eur maro truezus meurbed. E vreur Rivod an evoa kemeret droug outan hag hen lazas eun de gant eun tôl kleze.

Milio eo patron Plouillio, elec’h ma ve grêt e bardon sul war-lerc’h an Asansion.

Eur chapel an eus en Trebeurden, ’barz an enezen a doug e hano.

————


KENTEL


Providans Doue [1]


Na vezet ket war enkrez ha na leveret ket :
Petra gavin da zibri, penôs vezin gwisket ?
An Tad oc’h eus en nenvou zo skler e zaoulagad,
Hen ’roï d’e zervijerien o boed hag o dilhad.

  1. Prezegen Jezuz war ar Mene. VIet pennad Aviel sant Vaze, 26, 34, laket en gwerziou gant an ôtrou Guillou, ar barz brudet, ganet en Kleder ha marvet person en Pennmarc’h.