Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/743

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27 Here
743
sant magloar

Sellet ouz an evnigou a nij a-us d’ho penn ;
N’ouzont hadan na medi, n’o deus ket eur c’hreunen.
Kât a reont, dre c’hras Doue, bep devez o begad :
Bevet eta gant fizianz en madelez ho Tad.
Sellet ouz ar bokedou a zav ken stank er prat ;
Biskoaz n’o deus bet desket na nezan, na gwriat,
Ha koulskoude, Salomon, warnan e vantel aour,
Kichen eur bodig lili a oa c’hoaz gwisket paour.
Mac’h eo livet ken koantik ar bleuniou-ze dister,
En em zigor da vintin hag a vo sec’h e-berr,
Leveret d’in, tud dife, penôs c’hallfe Doue
Lezel noaz ha dibourve an dud e vugale !
Klasket gonid, da gentan, rouantelez an ne.
War hent ar gourc’hemennou na skuizet o vale :
D’ec’h ’ vezo ar baradoz ; ha zoken er bed-ma,
Digant ho Tad c’houi pezo ha dilhad ha bara.




Eizvet devez warn-ugent a viz Here


Sant Simon ha sant Jud
Ebestel



Simon, lezhanvet ar C’hananean, ne ouier netra diwar e benn, mat awalc’h, nemet e oe unan eus an daouzek abostol a zibabas an Otrou d’astenn e rouantelez war an douar, hag e skuilhas e wad evit ar fe.

Jud a oa unan eus kendirvi Hon Zalver. Breur oa da zant Jakob ha da zant Simeon.

Er goan divezan, Jezuz a lavare en em ziskouezje d’ar re hen c’harje. Jud a c’houlennas outan kerkent : « Otrou, perak en em ziskouezet hoc’h unan d’imp ha n’en em ziskouezet ket d’ar bed ? »

Jezuz a respontas hag a lavaras d’ezan : « An neb a gar ac’hanon a viro ma c’homzou, ha ma Zad a garo anezan,