Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/749

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31 Here
749
sant kentin


Kentan devez ha tregont a viz Here


SANT KENTIN
Eskob ha Merzer (***-287)



Kentin a oa ginidik eus a Rom hag a ziskenne eus brasan familhou ar gêr-ze. Dont a reas gant sant Lusian da brezek ar fe da Vro-C’hall. Goude bezan labouret o-daou asamblez eur pennad, en em zispartijont ; sant Lusian a chomas en Beauvais, ha goude bezan gonezet eno eleiz a baganed da Jezuz-Krist, e tastumas kurunen ar verzerenti.

Sant Kentin a yeas da Amiens. E c’hoant oa distrujan rouantelez an drouk-spered er vro-ze, ha pedi rê hep paouez an Otrou Doue da lakat had e gomzou da ziwan er c’halonou. Galloudek e oa dre e oberou kouls ha dre e brezegennou.

O vezan bet diskuilhet da Riktiovar, gouarner Bro-C’hall en amzer-ze, en hano ar Romaned, heman a roas urz da chadennan an abostol santel. An de war-lerc’h e reas e zigas d’e lezvarn, ha dre gaer ha dre heg e klaskas e c’honid. Ar merzer ne blege ket. Ar gouarner a reas e skourjezan didrue hag e gas d’ar prizon ; difenn a reas lezel den ebet da vont d’e gaout.

Epad an daou enklask a oe grêt c’hoaz warnezan, e oe dijuntet kement ezel en devoa, dispennet d’ezan e gorf gant neud orjal ; war e gein e oe skuilhet peg hag eoul bero.

Ar merzer, kennerzet gant an Hini a c’houzanve evitan, a oe trec’h d’e vourrevien, ha ken sioul oa en kreiz e dourmanchou ma chome mantret kement hini a dostae outan.

Riktiovar a renkas mont d’eur gêr-all ; kas a reas Kentin d’e heul, hag eno, mezek o welet ne oa ket evit dont a benn anezan, kaer en devoa c’hoari, e reas e doullan a dôliou bir, adalek e c’houg betek pennou e zaoulin ; lakat a reas skei tachou etre e ivinou hag ar c’hig, en meur a lec’h-all c’hoaz eus e gorf, ha betek en e empenn. Erfin e c’hourc’hemennas e zibennan.

Ar verzerenti-ze a c’hoarvezas d’an 31 a viz here 287.