Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/75

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25 Genver
75
sant pol gonezet d’ar fe

da embann e oa savet eus a varo da vev, hag e renked kredi ha heul e gelennadurez, en em lakas d’o gwaskan muian m’halle.

Hen eo an hini a zigasas dirak al lezvarniou kement kristen a gave war e hent. Doue eta a oa red d’ezan ober eur burzud kaer evit lakat an enebour touet da Jezuz ma oa Saul, da vezan an abostol bras m’eo bet sant Pol.

I

Er-mêz eus kêr Jeruzalem, war hent traouien Sedron, eun toullad soudarded a gerz, eur bobl tud ouz o heul. Eun den yaouank a zo en o zouez, dremm eun êl d’ezan, hag a wal-gasont koulskoude ; hennez eo Stephan, a vezo ar c’hentan merzer.

An holl droug an eus grêt eo kredi en Jezuz Nazareth, hag abalamour d’an dra-ze eo barnet d’ar maro. En emgavet en kichen ar reier, arôk an diskenn vras, ar zoudarded a chom a-zav. An den yaouank a zo grêt d’ezan mont ouz ar c’hleun. Gouzout a ra petra ’zo ouz hen gortoz, ha kentan tra a ra eo kouezan d’an daoulin warzu e vourrevien, e zaoulagad o paran en nenv ; hag eus goueled e galon e strink war e ziweuz ar gomz-man : « Otrou, ne damallet ket ar pec’hed-man d’eze » ! Kerkent eo diskaret d’an douar, e benn flastret outan a dôliou mein. Mervel a ra, evel ma varvo hiviziken holl verzerien ar relijion neve, eur mousc’hoarz war e ziweuz hag eur berad eus dudi ar baradoz o lintran en e zaoulagad.

Saul, a-du gant ar vourrevien, a oa eno o terc’hel o dilhad. Ar gwel eus ar verzerenti a lakas en e ene eur mor a strafllh.

II

Eun nebeut goude, war hent-bras Damas, eun toulladik tud war varc’h a gerz d’ar red. En o fenn, Saul, an hini a oa o sellet merzerian an avieler Stephan.

En Jeruzalem eo grêt ar rins war ar gristenien : daou vil a zo laket d’ar maro, hag ar re-all o deus kemeret an tec’h ; eleiz a zo en em dennet en Damas, ha Pol a ya di d’o c’hlask, rak urz an eus bet d’o digas chadennet da Jeruzalem. En Damas, kennebeut, ne chomo ket eur c’hristen hepdale.

Ha setu, pa oa e varc’h o vont da lakat e droad war dreujou kêr, eo diskaret gant eun tarz sklerijen, hag eur vouez, kerkent, a lavar d’ezan :