Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Kentan devez a viz Du
GOUEL AN HOLL ZENT
audeamus omnes in Domino, a lavar d’imp hirie Hon Mamm zantel an Iliz. En em laouennaomp holl en Otrou, ma bugale ger, emezi ; savet ho taoulagad warzu an nenv, gwelet ar bobl a zent ha n’hall den niveri, a bep bro, a bep gouenn hag a beb yez, en o zav en harz an trôn ha dirak an Oan, saeou gwenn-kann endro d’eze, al lili hag ar roz etre o daouarn.
Klevet aneze o kanan da Zoue, en eur deurel o c’hurunennou dirak e drôn : « D’ec’h-c’houi, Otrou, eo ar gloar, an enor hag ar galloud, rak c’houi ho peus krouet pep tra, ha n’eus netra nemet dre ho polonte. »
Klevet telennourien ar baradoz o telennan war o zelennou kanaouen neve an Oan :