mes deut int a benn aneze ; kizellet o deus o eneou gant kizel ar boan, epad pell amzer, ha deut int da vezan mignoned an Otrou Doue.
Ar pez o deus grêt, red eo d’imp hen ober ive ; peotramant e vefe gwell d’imp ne vijemp ket bet ganet biskoaz ; an ifern a zo ken euzuz, ar baradoz a zo ken lirzin !
Sant Augustin hag e vamm, santez Monika, a oa eun abarde e-tal ar mor, en kêrig Osti, hag en keit ma oant o sellet ouz bravente ar vro, e oent savet a spered hag a galon betek an nenv. Mes ne bignjont ket pep-hini d’e dro ; pignal a rejont an eil krog a-vriad en egile, o rei da anaout an eil d’egile an dudi a garge o c’halonou. An daoulagad o paran war daoulagad Doue, ar galon o ’n em harpan war galon Doue, hag an daouarn krog en daouarn ar re a garomp ; an dra-ze, o padout da virviken, eo ar baradoz.
Ha c’hoaz, nan, n’eo ket an dra-ze eo ar baradoz, rak sant Pôl a lavar : « Lagad an den n’eus ket gwelet, nag e galon n’eus ket tanvaet ar pez a zo ôzet gant Doue d’ar re a zo karet gantan. »
Enoromp ive sant Kado, en em gav e ouel en de-man. Ganet oa en Breiz-Veur, ha mab oa da roue Glamorgan, an hini e chomas sant Iltud eur pennad en e zervij. O vezan kuitaet ar bed, e savas eun abati en Lankarvan hag e vodas ennan 300 manac’h. Ne chomas ket pell gante, kement a c’hoant an evoa da vevan didrous ha dizanve. E vue a dremenas o veaji. Bale reas dre bep korn a Vreiz-Veur hag a Iverzon, elec’h ma labouras da brezek ar fe gant sant Gweltas.
Mont a reas ive da Vro-C’hall, da Rom ha betek da Jeruzalem. O tizrei eus an Itali, e touaras en eun enezennig etre Gwened hag Alre, hag e savas eno eur manati, demdost d’e vignon sant Gweltas.
A-benn nebeut, avat, Doue hen galvas adarre da vont, pelloc’h. War a greder, e tizroas da Vreiz-Veur, e oe grêt eskob Benaven ha lazet eno gant ar Zôzon.
Sant Kado a zo brudet en Breiz-Izel, elec’h m’eo pedet ouz ar gouliou hag evit al loened. Bezan eo ive patron an