- Domine, omnibus in Christo quiescentibus, locum refrigerii, lucis et pacis ut indulgeas, deprecamur.
- Otrou, da gement hini a zo maro en karante Jezuz-Krist, roët, ni ho ped, eul lec’h a freskadurez, a sklerijen hag a beuc’h.
- (Komzou hag a lavar bemde ar beleg, prest goude ar gorreou, en oferen).
n Iliz he deus bugale en pevar c’horn ar bed, eus ar zav-heol d’ar c’huz-heol, eus ar c’hreiste d’an hanter-noz ; an heol, kaer en deus trei ha dizrei en bolziou an nenv, a gav bepred dirakan eur rumm pe rumm aneze.
Koulskoude, dre Ouel an Holl-Zent, e welomp n’he deus war an douar nemet eun darn eus he bugale ; daou rumm-all he deus c’hoaz, ha ma trid he c’halon o sonjal er re zo digouezet er baradoz, n’ankoua ket ar re a c’hortoz digor e-tal dor ar gêr. Setu perak, war-lerc’h he dilhad skedus, e wisk breman he dilhad kaonv, ha mouez klemmus he c’hleier, en pep parouz, a ya a-dreuz d’al lenneier, betek an tiegeziou pellan, da lavaret d’an holl pedi evit an Anaon.
Pedi evit an Anaon, eme ar Brotestanted, a zo eur c’holl amzer, rak goude ar maro n’eus ken nemet baradoz pe ifern.
An dra-ze n’hall ket bezan gwir. Neuze ar gristenien eo bet o bue eur skouer eus ar re gaeran, n’efont ket d’ar baradoz arôk ar gristenien lôsk o deus tremenet o bue o rei an hanter eus o amzer da Zoue, hag an hanter-all d’an drouk-spered ?
An dra-ze ’zo iskis da gredi.
Neuze, petra da zonjal eus an dud reuzeudik-se a welomp o vervel, kouls lavaret, oc’h ober an droug ? N’omp ket evit kredi ec’h afent war eün d’ar baradoz, elec’h ne roër digor da netra kailharet, ha p’eo gwir e karemp aneze, ne c’houllfemp ket lavaret e vefent kouezet en ifern.
An dra-ze ’vefe kalet da gredi.
Eur purgator a dle bezan eta, da lavaret eo, eul lec’h