Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/761

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3 Du
761
sant gwenael

— O ma Zad, eme ar pôtr bihan, me ’zo prest d’ober, evit plijout d’an Otrou Doue, kement tra a c’hourc’hemenfet d’in !

Hag ar bugel, hep mont en ti, na netra, ha da heul dioustu sant Gwennole. Heman a chomas mantret ouz e welet hag a-lavaras d’ezan :

— Re vihan out c’hoaz, mignon, da zont ganimp ; Landevennek a zo pell ac’han ; n’halli ket kerzet betek eno.

— Oh ! eo, eme ar pôtrig ; hag e kerze da heul ar venec’h.

Gwennole, souezetoc’h evit biskoaz ouz e welet o tont war e lerc’h gant kement a brez, a zizroas gantan da di e dud hag, o vezan bet o asant, e kasas anezan gantan da Landevennek.

Daoust pegen yaouank oa pac’h eas da zerviji Doue er manati, Gwenaël ne deuas ket da yenât en e zervij, pell ac’hane. Tri bla goude, e wiskas saë ar venec’h ; en em rei a reas a galon d’ar studi ha d’ar beden ; miret a rê reolen an ti pen-da-ben, gant ar brasan aked.

Alïes, epad ma kemere e vreudeur o diskuiz, en em dôle, en hanv kouls hag er goanv, en dour betek e ziou c’hazel, hag e kane seiz psalm ar binijen evit goulenn digant Doue ar c’hlanded a gorf hag a ene, ken evitan e-unan, ken evit an holl gristenien.

Gwennole, war e varo, a hanvas anezan da bignal war e gador. Gwenaël a chômas seiz vla en penn abati Landevennek. Goude ar seizvet, e treuzas ar mor gant unnek manac’h hag ec’h eas da Vro goz e Dadou.

Epad tregont vla hag ouspen, e prezegas en Breiz-Veur hag en Iverzon ; sevel a reas daou pe dri manati neve ; eünan reas pep tra ’barz ar re goz, hag eur wech grêt an dra-ze, e teuas c’hoant d’ezan da zizrei da Vreiz-Izel. Treuzi reas ar mor en eur vag haleg goloet gant krec’hen. Evit e holl densor e tigase gantan eur bern levriou ha relegou.

Douaran reas en Bro-Gerne, elec’h ma savas tri vanati ; goude ec’h eas da C’hroe, hag eno e chomas eur pennadik brao da adstumman ar manatiou bihan a oa niverus en enezen-ze. Daoust pegen troet oa war e labour, eur mare a deuas hag e renkas ober eun diskuiz ; mont a reas eta eus Groe hag e reas e zisken en aber Blanwez, elec’h ma savas eur manati-all.

O vezan êt eun devez da welet Karadek, unan eus e venec’h, a oa en em dennet eur pennad ac’hane en e beniti e-unan, e tigouezas gant eur c’harv hag a deuas dindan e