Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/766

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
766
5 Du
ar plac’h eurus franseza amboaz

c’halon an devosion da Jezuz-Krist en sakramant an ôter ; da vare ar gorreou, pa zave ar beleg an hosti

Franseza Amboaz
Franseza Amboaz

da vezan adoret gant ar bobl, e veze gwelet alïes an daerou o tont en he daoulagad ; en deiou ma tlee an duk, an dukez hag holl dud o lez tostât ouz an dôl zantel, e veze trist-maro ; ne zebre na ne eve, ha kaer e vije, n’halled ket tennan diouti petra vije kiriek d’ezi da vezan evelse. Eun devez, nec’hetoc’h evit biskoaz, an dukez a gemeras anezi a-goste, hag a c’houlennas petra oa oc’h ober d’ezi kemend-all a boan :

— Allas ! itron, eme ar verc’h vihan, an ôtrou duk ha c’houi, hag holl dud ho lez, ho peus bet hirie an eurvat da reseo korf hon Zalver, ha me hepken, dre n’am eus ket an oad, a renk chom a-drenv. Gwelet neuze ha n’am eus ket a lec’h da ’n em gaout diês ?

Hag ar brinsez a ouele.

— Arabad d’ec’h gouelan ken, ma n’eus nemet se, eme Jann, rak da ouel an Holl Zent a zeu, e tostafet, mar gallan, ouz tôl ar Zakramant.

Ha hi raktal da gaout kovezour ar verc’h, an Tad Yvon Pontsal, manac’h eus a Gemperle, a oe, er blavez-ze, sakret eskob en Gwened. Heman, o welet devosion hag anaoudegez Fransezaïk, a gavas mat gwelet anezi o tostât dioustu ouz sakramant an ôter, daoust ma n’he devoa c’hoaz nemet pemp bla (1432).

Er bla war-lerc’h, an dukez Jann a varvas ; arôk tremen, e vinnigas gant teneredigez an hini a dlee bezan he merc’h-kaer, hag e roas d’ezi, gant he c’henteliou divezan,