Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/768

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
768
5 Du
ar plac’h eurus franseza amboaz

da daou-ugent vla, e wiskas, en Gwened, saë leanezed Urz Karmel. War urz Sixt IV, ec’h eas da ren manati Itron-Varia-Iskoëd, en kichen Naoned. Eno e varvas, ar 4 a viz du 1485, en eur lavaret d’he c’hoarezed, evel kimiad, ar c’homzou e oa kustum da lavaret alïes : « Gant a refet, grêt ma vezo bepred karet Doue dreist pep tra ! »

Pi IX, an 11 a viz gouere 1863, a roas ôtre da viret ha da greski he devosion.

————


KENTEL


Tôl ar Zakramant hag ar Vugale[1]


Jezuz-Krist, epad ma oa war an douar, a ziskouezas ouspen eur wech pegen mignon oa d’ar vugaligou. E blijadur oa bezan en o zouez ; lakat a rê e zaouarn warneze ; pokat a rê d’eze ; binnigan rê aneze. Droug oe gantan, eun devez, gwelet e ziskibien o pellât aneze dioutan, hag o gourdrouz a reas evellen : « Lezet ar vugaligou da zont davedon, ha na viret ket oute, rak rouantelez Doue a zo d’ar re a zo henvel oute. »

Abalamour da ze, an Iliz katolik, en amzer goz, a roe ar gommunion d’ar vugale, zoken d’ar re a oa en oad teneran ; kommunjet e vezent, evit ar wech kentan, da ze o badeziant, hag Iliz ar Zav-Heol a dalc’h bepred d’ober evelse. Mes gant aon na deuje ar vugale ne vezent ket dizonet c’hoaz, da deurel ar bara konsakret e teuas abred ar c’hiz da gommunian aneze dindan doareou ar gwin hepken.

Eur mare a deuas, zoken, hag ar c’hiz-ze a oe dilezet en Iliz ar C’huz-Heol. Ar vugale ne oent ket lezet ken da dostât ouz an dôl zantel, nemet pa veze deut d’eze eun tamm anaoudegez bennak eus ar Zakramant, meulet ra vezo. Ar c’hiz neve-ze a oe embannet gant konsil-meur Latran, er bloa 1215.

Mes faziou bras a oe grêt en meur a lec’h, pa oe ar c’houlz da glask an oad ma teu ar c’hrouadur da gaout e anaoudegez, ha dre ze, ar vugale gez a renke gortoz dek ha daouzek vla, hag en meur a lec’h, pevarzek hag ouspen, arôk bezan kavet mat da dostàt ouz ar gommunion. O eneou dinam, o vezan ne vriatae ket Jezuz-Krist aneze, n’en em vagent ket dre an diabarz ; ha petra c’hoarveze ? Koll a rênt o glanded ha kouezan rênt er pec’hed, arôk m’o deveze, zoken, tanvaet ar bara burzudus en dije roët nerz d’eze d’en em viret diouz an droug.

Rak arabad fazian : sakramant an Oter n’eo ket eur rekompanz eo, mes eul louzou eneb sempladurez an den, a zav diwarnomp hon faziou pemdeziek hag a vir ouzomp da gouezan er pec’hejou marvel.

Abalamour da ze, Pi X, dre e gemennadurez Quam singulari Christus amore, embannet d’an 8 a viz eost 1910, en deus roët urz da gas ar vugale da gommunian dal ma teuont da gaout skiant, ma o deus anaoudegez eus misteriou brasan ar fe, ha ma ’z int

  1. Ar gentel-man n’eo nemet eun diverra eus ar gemennadurez Quam singulari Christus amore.