olykarp a oa kentan eskob ar zav-heol, en e amzer. Anavezet an evoa darn eus an Ebestel ; kelennet e oa bet gant sant Yan, ha laket gantan en penn iliz Smyrn.
Dont a reas da Rom da welet ar pab Aniset, d’en em glevet gantan diwar-benn an de ma tlee ar gristenien ober gouel Fask. Arôk kuitât kêr-benn ar gristenien, e c’honezas d’ar gwir fe meur a hini hag a oa bet laket gevier en o sperejou diwar-benn ar Gredo, gant an daou heretik Valantin ha Marsion.
Ma oa madelezus en kenver an dudigou gwall-droet, e oa kalet en kenver ar re o lake da drei fall. Ne glaske darempred ebet gante, hag en doare-ze ne rê nemet bezan henvel ouz e vestr, sant Yan, a oa eun devez o ’n em walc’hi en eun ti, gant eun nebeut kristenien, pa deuas da c’houzout e oa eno ive an heretik Cherinth : « Deomp prim ac’han neuze, bugaligou, eme ar zant, rak aon am eus ne vefemp sebeliet en ti-man gant Cherinth, enebour ar wirione. »
Eun nebeut goude ma oa dizroet Polykarp d’ar gêr eus a Rom, e savas klask war-lerc’h kristenien kêr Smyrn ha war-lerc’h o eskob da gentan. Polykarp a dec’has da guz war ar mêz ; mes diskuilhet e oe gant unan eus e zervijerien, ha de Gwener ar Groaz, diouz an noz, e kouezas etre daouarn ar zoudarded. Grêt e oe d’ezan pignal war eun azen, hag e kemerjont hent kêr. Goulou-de ar Zadorn-Fask a oa o tarzan, ha ne oant ket pell ken diouz Smyrn, pa zigouezas gante Herod, eun ofiser eus ti ar gouarner, deut d’o diarbenn en eur c’harr kaer. Grêt e oe d’an eskob pignal ebarz.
— Peseurt droug, eme Herod da Bolykarp, a zo o toui da lavaret eo Doue Sezar ? Hag o kinnig ezanz d’ezan ? Ma, awalc’h vo d’ac’h ober an dra-ze, evit ma vefet lôsket da vale.
— Nan ! eme Bolykarp, ne rin ket biken ar pez a lavaret d’in aze !
Herod, o klevet ar respont-se, a yeas kement a zroug ennan, ma tarc’haas eun tol dorn gant an eskob santel a