Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/771

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6 Du
771
sant iltud

Hirie en em gav ive gouel sant Efflam ha santez Honora, e bried, a ziskennas o-daou en Arvorig, er VIet kantved, hag a zavas peb a beniti war-dro d’al Leo-Drêz. En o amzer e veve eno eun ermit-all, Jestin, hag an eus roët e hano da barouz Plistin.

Sant Efflam a zo patron Plistin, elec’h an eus eur chapel.

Bezan ’n eus chapeliou-all en Karnot, en Leskouet hag en Pedernek.

————


KENTEL


Talvoudegez an deskadurez


Gwell eo deski mabig bihan
Eget dastum madou d’ezan,


a lavare ar re goz, hag ar wirione a oa gante. N’eus netra ken kaer hag an deskadurez. Hi eo a laouenna hon bue ; hi eo a zav hon eneou etrezek ar wirione ; hi eo a wella hon stad ; hi eo a vag, a zifenn hag a grenva hon fe.

Mes an deskadurez, daoust pegen kaer eo drezi he-unan, a c’hall ober muioc’h a zroug eget a vad, ma ne ve ket roët d’ar c’hrouadur herve ar relijion a dle heuilh, ar vro e tle bevan enni hag ar vicher a dle kemer, ha just awalc’h, setu petra c’hoarvez en Breiz-Izel en amzer-man.

Skoliou hon deus ezom evit ober eus hon bugale Bretoned seder ha kristen, tud ha ne ruzfont ket eus o zadou, hag a vezo barrek d’en em denn en pep lec’h. Bec’h hon deus ouz o c’haout. Tadou ha mammou, grêt eta, gant evez, an dibab etre ar skoliou ma tleet kas enne ho pugale. Ar skoliou dizoue, ar re wellan aneze, ne dalvezont seurt. Etre diou skol gristen, dibabet an hini a oar ar gwellan silan karante ar vro en kalonou ar re he darempred.

Breiz-Izel he deus ezom e chomfe er gêr ar pep brasan eus ar bôtred hag eus ar merc’hed he deus ganet. — Ha penôs e chomfont er gêr ma n’o laker ket d’he c’haret ? — Ha penôs he c’harfont ma ne roër ket d’eze anaoudegez anezi ?