Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/776

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
776
8 Du
gouel ar relegou santel

deus, zoken, kement bleven a zo en hon fenn : « Capilli capitis vestri omnes numerati sunt » [1].

Sevel a refomp ; an Iliz hen embann, credo... carnis resurrectionem. Sevel a refomp : dleet eo. Eur spered hepken n’e ket eun den eo. An den n’eo den, nemet pa ve en e bez, e gorf unanet gant e ene. Ar c’horf en deus bet peurz en droug ; ar c’horf en deus bet peurz er vad ; dleet eo en defe peurz en poaniou hag en evurusted an ene.

Sevel a refomp : an drompilh a zono, ha ni a vezo adneveaet. Doue a zigoro hon beziou ; tennan a ray ac’hanomp eus an denvalijen ; lakat a ray nervennou ha kig war hon eskern, gant kroc’hen war c’horre ; digas a ray enne hon eneou, hag e vevfomp, hag e welfomp eo Doue Doue ar re veo ha nan Doue ar re varo, hag e c’hallfomp lavaret d’an ankou : « O ankou, pelec’h eman da c’halloud ? Pelec’h eman da vroud ? »

An haden ne deu ket da vevan anez breinan en douar ; hon c’horf ne deuio ket da gaout eur vue neve, anez tremen dre ar be. Mes er be eman ar vue, ha pa deuio heol ha gliz an Otrou Doue da baran ha da gouezan war ar be-ze, ar vue a zavo hag a vleunio ennan adarre.

Sevel a refomp euz hon beziou, ha ma vezomp sent, hon c’horfou glorius n’o devo poan ebet ken ; skedusoc’h e vefont evit an heol ; treuzi a refont ar c’horfou kaletan, ha skanvoc’h e vefont evit ar bluen.

Sevel a refomp, hep mar ebet. Lavaromp eta da Zoue : « Otrou, kresket ennomp ar fe er rezureksion, c’houi hag a ra burzudou en kenver relegou ho sent, ha grêt m’hon devo peurz er gloar peurbadus e kavomp ar promese anezi el ludu a enoromp. Evelse bezet grêt. »

————


KENTEL


An devosion d’ar relegou santel


Pobl Doue, en amzer goz, a anaveze an devosion d’ar relegou. Lenn a reomp er Skritur-Zakr [2] : « Eskern Jozef a zo bet miret gant preder en Ejipt ; anat e oa dioute e ouie an amzer da zont, p’eo gwir int bet digaset d’ar Jude, evel m’en devoa lavaret. »

An Iliz, a holl viskoaz, a zastumas gant doujans relegou he bugale, o c’houzout ervat int bet templou ar Spered-Santel hag e savfont adarre leun a vue. En eul lizer skrivet gant ar merzer Polykarp da gristenien Smyrn, e welomp eo « eskern ar zent ske-

  1. Lukas XII, 7.
  2. Eccl. XLIX. 18. Ossa ipsius (Josephi) visitata sunt et post mortem prophetaverunt.