Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/780

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
780
10 Du
sant andre avellino

oa, e oe dibabet evit bezan advokad dirak lez-varniou an Iliz. Mes eun devez, e tigouezas gantan lavaret eur gaou dister. Raktal e teuas en e zonj komzou ar Skritur-Zakr : « Ar genou a lavar ar gaou a laz an ene », hag e roas e zilez. Neuze e oe galvet da ren eur gouent leanezed. An evez a gemere d’ober ervat e labour a lakas eun nebeut tud fallakr da gounnari outan. Klask a rejont en em zizober anezan, ha skoet a oe a dri dôl kontel. Ar zant ne gollas ket, evit se, peuc’h e ene ; n’evoe ken c’hoant, goude, nemet da vezan c’hoaz tostoc’h da Zoue.

Goulenn a reas bezan digemeret en Urz an Tadou Theatined ; ôtreet oe d’ezan. Neuze e kemeras an hano a Andre, evit merkan gwelloc’h ar garante birvidik en devoa evit ar groaz. Neuze ive e komansas bale a gammejou bras war hent ar zantelez. Ober a reas le da chom heb ober gwech ebet e benn e-unan, ha d’ober ar pez a gavje d’ezan vije ar gwellan. Heuilh a rê an disteran eus reolennou e Urz, hag o vezan bet laket en penn e vanati, hag e labour, a roë da brezek ha da govez. Kalz eneou a a chome gantan, goude m’en dije peurc’hrêt e bedennou e roas d’e holl venec’h ober eveltan. Kement tamm amzer c’honezas da Zoue, dre al labour-ze, rak kalz tud eus kêr ha tro-war-dro a deue d’e gât evit kaout sklerijen war stad o c’honsians ha war an hent da heuilh evit mont d’ar baradoz. Doue e-unan a ziskouezas dre eur burzud pegement e plije d’ezan labour e zervijer. Eun nozvez ma oa êt Andre, dre eur barr-amzer spontus, da welet eur c’hlanvour, e varvas ar golo, pa oa o tizrei. Daoust da ze, nag hen na hini eus an dud a oa gantan ne oent na glebiet an disteran na troet diwar o hent. Korf ar zant a oa deut da vezan skedus hag a ziskoueze ar wenojen.

E vue a oa ken santel ma ne oe den souezet gant eun hevelep burzud. Pell a oa, Andre a oa anavezet evel eun den hag an evoa sklerijen digant Doue war an treo kuzetan eus an eneou, eus an amzer dremenet hag eus an amzer da zont.

Gant ar veleien, koulskoude, e oa e breder bras ; rak i ’zo galvet da vezan sklerijen ar bed ha holen an douar. C’hoant en devoa da lakat aneze birvidik evit an Otrou Doue, evel an Ebestel. Urz an Dheatined a oa bet savet evit se gant sant Gaëtan. Mont a reas eta da Vilan ha da Blaizanz, evit sevel tier eus e Urz. En Milan e kavas sant Charlez Borrome hag a oa er memes sonj gantan. Andre, koz dija ha d’ezan eleiz a skiant-prenan, a roas an aliou gwellan d’an arc’heskob santel.