Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/785

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12 Du
785
sant martin


Daouzekvet devez a viz Du


SANT MARTIN
Pab ha merzer (649-653)



Martin, ginidik eus a Dodi, en Toskan, a deuas da vezan brudet abred e-touez beleien Rom dre e ouiziegez hag e zantelez.

Ne oa c’hoaz nemet avieler pa oe kaset evel kannad da Gonstantinopl.

Da varo ar pab Theodor, er bla 649, e oe hanvet da bignal war Gador sant Per.

An Iliz he devoa neuze da stourm ouz eun nebeut heretiked a c’hoantae rei da gredi ne oa en Jezuz-Krist nemet eur volonte. Konstant II, impalaer Konstantinopl, a oa a-du gante. Difennet an evoa, gwir eo, lavaret n’eus en Jezuz-Krist nemet eur volonte, mes er memes amzer e tifenne lavaret e oa diou, evel pa vije gallet kuz ar wirione, pa ve hano eus ar fe.

Ar pab sant Martin a vodas, en eur c’honsil, pemp eskob ha kant en Rom, a gondaonas an heretiked hag an impalaer. Embann a reas e oa en Jezuz-Krist diou volonte, bolonte Doue ha bolonte an den, evel ma oa ennan diou natur. Eul lizer-meur a roas da anaout an neventiou-ze d’ar bed kristen.

Konstant, pa glevas petra oa digouezet, ac’h eas kement a zrouk ennan, ma roas urz da gas raktal ar pab eus a Rom da Gonstantinopl ; eno e oe grêt dismegans d’ezan en pep doare, ha stlejet dre ruiou kêr gant eur gorden en e c’houg.

En eul lizer a skrivas er mare-ze, e lavar :

« Seiz devez ha daou-ugent so, n’eus ket roët d’in eur banne dour, na tomm na yen, evit en em walc’hi ; krenan ran gant ar riou ha ma nerz a ya diganin. Klanv on bet war ar mor, hag abaoue n’on ket yac’h. Brêvet eo ma c’horf ; bec’h am eus o chom ’n em zav. Rukun am eus ouz kement a ve kinniget d’in da zibri. »

Goude bezan tremenet tri miz en prizon Konstantinopl, Martin a oe harluet er C’hersonez. Ar gernez a oa er vro-ze, p’en em gavas enni.

« Komz a rêr eus a vara, a lavar ar pab santel en unan eus al lizeriou a gasas ac’hane da Rom, mes aman ne weler ket al liou anezan. Ne chomfomp ket beo, ma ne ve digaset d’imp hepdale eun draïg bennak eus an Itali pe eus ar Pont. Ne deu d’imp netra nemet ar pez a deu gant ar