bagiou a ve aman o kerc’hat holen. Betek-hen, n’am eus gallet prenan nemet eur boellad gwiniz, ha c’hoaz eo koustet d’in pevar bez aour. Souezus eo pegement on ankouaet gant ar re o deus anavezet ac’hanon gwechall en Itali. Ma n’eo ket êz d’eze rei gwenneg ebet d’in, e c’hallfent, da vihanan, digas d’in ed, ioul ha treo-all hag a zo red evit bevan. Goulenn a ran digant Doue, dre zant Per, ma teurvezo ho tiwal diouz peb droug, hag ho miret start er gwir fe. Evit ar pez a zell ouz ma c’horf paour, Doue a ouezo teurel plê warnezan. An Otrou zo tost ; n’eo ket mat d’in fallgaloni. Fizianz am euz e teuio, en e drugare, da lakat hepdale fin d’am bue. »
Pedennou ar pab santel a oe selaouet ; mervel e reas d’ar 16 a viz gwengolo 653. E relegou a oe digaset divezatoc’h d’an Itali, hag a ’n em gavas en Rom d’an 12 a viz du ; abalamour da ze, e rêr e ouel bep bla da genver an de-ze.
An Iliz he deus testeniou da ziskouez ne fazi ket.
Da gentan, hi eo Jezuz-Krist war an douar. Savet eo gantan evit lavaret d’an dud ar pez o deus da gredi pe d’ober evit bezan salvet.
Jezuz-Krist n’hall ket fazian, rak hen eo mammen ar wirione ; nag an Iliz eta, kennebeut.
D’an eil, an Iliz n’hall ket fazian, rak Jezuz-Krist en deus lavaret e vije ganti, bemde, betek fin ar bed : Et ecce vobiscum sum omnibus diebus, usque ad consummationem sœculi.
D’an trede, an Iliz n’hall ket fazian, rak Jezuz en deus lavaret e vije ar Spered-Santel o kelen anezi : « Pedi a rin ma Zad hag e roo d’ec’h eur Frealzour-all da chom ganec’h bepred ; hennez a gelenno ac’hanoc’h : « Ille vos docebit omnia. »
— War betra ne fazi ket an Iliz ?
War ar pez en deus lavaret Jezuz-Krist, quœcunmque dixero vobis, na muioc’h, na nebeutoc’h. An Iliz ne fazi ket war ar pez a zo red da gredi pe d’ober evit bezan salvet.
— Piou, en Iliz, ne fazi ket ?
An Ebestel hag an eskibien war o lerc’h, ecce vobiscnm sum, pa vezont holl a-unan.
— Piou, en Iliz, ne fazi ket c’hoaz ?
Per, rak Jezuz-Krist en deus lavaret d’ezan : « Te eo Per. da lavaret eo, men, ha war ar men-ze, me ziazezo ma Iliz, ha galloud an ifern n’hallo biken bezan trec’h d’ezi.»
Ar pab a c’hall pec’hi ; lavaret a ra bemde e Gonfiteor, ha goude e varo, e lavarer pedennou an anaon evit delivrans e ene ; ar pab a c’hall pec’hi, rak eun den eo, mes ar pab n’hall ket fazian, rak er skol eman gant ar Spered-Santel.