Ar wirione-ze, harpet war ar skiant vat, war ar Skritur-Zakr ha war gelennadurez an Tadou, a zo deut da vezan eun artikl a fe abaoue konsil-meur ar Vatikan, er bla 1870.
En Iliz eman Kador ar Wirione.
tanislas, mab d’ar senatour Yan Kostka ha da Vac’harit Kriska, a oa ganet en kastel Rostkou, er Pologn, an 28 a viz here 1550.
War varlen e vamm e teskas karet an Otrou Doue. Da bevarzek vla, ec’h eas gant Pôl, e vreur henan, da skolach Tadou Kompagnunez Jezuz Vienn. Eno, bugale e oad, o welet pegen santel oa, o devoa doujanz evitan. Mes e vreur ne oa ket evit e c’houzanv. Pa lemas an impalaer Maximilian, digant Tadou ar Gompagnunez, an ti roët d’eze gant an impalaer Ferdinand, evit lojan o bugale, ha pa renkas ar skolaerien klask lojeiz en kêr, Pôl, evit ober c’hontrol ouz e vreur, a yeas gantan da chom da di eur protestant. Mes ar brezel grêt d’ezan en ti-ze ne reas nemet lakat fe Stanislas da greski muioc’h-mui.
Kommunian rê sul-gouel ; yun a rê derc’hent an deiou ma tlee tostât ouz an dôl zantel ; n’ee d’ar skol, na mintin, na noz, hep tremen dre an iliz ; bemde e kleve diou oferen ; dougen a rê alïes eur gouriz reun ; ne wele den ebet nemet pa veze ouz tôl, ha pa digoueze gant unan bennak lavaret eur gomz treuz bennak, e tec’he raktal. Daou vla so e rene ar vue-ze, pa gouezas klanv. Goulenn a reas ma vije diga-