set d’ezan e zakramanchou, mes ar re a oa war e dro, hag e vreur zoken, o devoe ar grizder da chom hep e chilaou. An den yaouank a ’n em erbedas neuze ouz an itron santez Barba, hag an êle a deuas da rei d’ezan bara an nenv. Eur wech-all, ar Werc’hez gant he mabig Jezuz a deuas d’he gaout, hag a zisklerias d’ezan ne varvje ket c’hoaz : « Mes red eo d’ec’h, emezi, mont en Kompagnunez Jezuz.»
Kerkent ha ma oa pare, ec’h eas da Rom war e droad. E vreur, pa welas e oa tec’het, a redas war e lerc’h, gant eur c’har ha daou a gezeg ; mes en eun tôl, ar c’hezeg a chomas hep gallout mont ken, evel pa vije notet o divesker. En doare-ze, Stanislas ne oe ket tapet hag a c’hallas derc’hel gant e hent.
Eur wech en em gavet en Rom, e c’houlennas digant sant Fransez Borjia rei digemer d’ezan en Kompagnunez Jezuz. Bezan en devoe e c’houlen.
Ar vertuziou a ra santelez eur gwir relijius a ’n em ziskouezas ennan neuze. Koulskoude, an hini a baras dreist ar re-all oe e garante evit Jezuz-Krist en sakramant an ôter ; e zremm a veze entânet, kerkent ha ma lake e dreid en iliz, hag an daerou a rede eus e zaoulagad.
Ne oa ket en Rom dek miz a oa, pa oe kavet dare awalc’h evit an nenv. En deiou kentan miz eost, e lavaras da veur a hini e tlee mervel arôk fin ar miz. Pevar devez goude, e lavare ive d’an Tad Emmanuel Sa : « Gouel Maria hanter-eost a dle bezan kaer er baradoz ; fizianz am eus da vont d’hen gwelet.»
Mes ken yaouank ha ken yac’h e oa, ma ne rê den van ouz e glevet.
De ouel sant Lauranz, koulskoude, n’en em gave ket war e du. Kaset a oe d’ar c’hlanvdi. En eur digoueout en kichen e wele, e reas sin ar groaz warnan, o lavaret ne zavje ken ac’hane. Eun derzien vras a grogas ennan. Derc’hent gouel Maria hanter-eost, arôk lein, e lavaras e varvje en noz war-lerc’h. Goude kreiste, e kollas e anaoudegez hag e rede ar c’houezen dioutan. Pa deuas d’ezan e anaoudegez, e c’houlennas hag e oe roët d’ezan e zakramanchou. Erfin, goude bezan lavaret e wele ar Werc’hez, eleiz a êle endro d’ezi, e varvas en peuc’h, eun tammik bihan goude ter heur diouz ar mintin, da ze gouel Maria hanter-eost 1568. Triouec’h vla en devoa ; ha dek miz so e oa en Rom.
Beneat XIII a lakeas e hano war roll ar zent, an 31 a viz kerdu 1726.