Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/79

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26 Genver
79
sant polykarp

————


KENTEL


Ar Vignoniach


Ar Skritur-Zakr a lavar d’imp : « Et gant ar zent, hag e vefet sent ; et gant an dud fall, hag e teufet da vezan ken fall hag i. Cum sancto, sanctus eris ; cum perverso, perversus eris. » Sant Polykarp a oe diskib sant Yan, hag o tarempredi an hini a oa bet e-unan brasan mignon Hon Zalver Jezuz-Krist, n’halle nemet dont da vezan eur zant eveltan.

Kalon an den a zo red d’ezi karet ha bezan karet ; arabad eo d’imp, koulskoude, kemer da vignon ar c’hentan a gavfomp war hent ar vue.

Goude m’hon defe dek mignon mat, unan fall a zo trawalc’h evit hon c’holl, abalamour m’omp troetoc’h war an droug eget war ar vad. Greomp eta eun dibab piz eus hon mignoned. Dibabomp aneze gant daoulagad hon ene, kentoc’h evit gant daoulagad hon c’horf.

Dont a rêr, a nebeudou, da gemer doareou sonjal, doareou komz hag ober ar re ma vever gante ; ma sonjont mat, ma komzont mat, ma vevont mat, gwell a-ze ; ma sonjont fall, ma komzont fall, ma vevont fall, gwaz a-ze. Hep gouzout doare d’imp, e teufomp, gant an amzer, da vezan henvel oute. N’eo ket mat kaout eleiz a vignoned ; nebeut ha mat a zo kalz gwell. Bevomp gant ar zent hag e vefomp sent hon unan. Cum sancto, sanctus eris !




Seizvet devez warn-ugent a viz Genver


Sant Yan Krysostom
Eskob ha Doktor eus an Iliz (347-407)



Krysostom a c’hanas en Antioch, war-dro ar bla 317, a dud a renk uhel hag a gristenien vat. Bihanik oa c’hoaz pa varvas e dad ; mes e vamm, daoust ma n’he devoa nemet ugent vla pa chomas intanvez, ne addimezas ket, hag a lakas hec’h aked hag he danve da skola ervat he c’hrouadur.

Sonj Yan oa mont da advokad ha gonit e lod eus gloar ar bed. Mes epad ma oa oc’h ober e studi, e reas anaoudegez gant eur pôtr eus e oad hag eus e renk, eur spered kaer a zen hag eur c’hristen birvidik, e hano Bazil. Ar vignoniach a zavas etre an daou zen yaouank-man a roas d’an Iliz unan eus he brudetan bugale, rak Yan a oe gonezet, tamm ha tamm, gant e vignon. Da dri bla warn-ugent e oe badezet, da nao bla ha tregont, beleget ; da hanter-kant